Salud deoc'h,
Hag anaout a rit ur film anvet Chante avec moi hag a vije bet sevenet gant Edward Sutherland dindan an titl Sing Along With Me ?
Roud ebet en IMDb, Wikipedia, Amazon, Google.
Ur film zo bet e 1952 koulskoude gant Peter Graham Scott, met n'on ket sur e vije hennezh.
Trugarez deoc'h, — Lagad Zoltec (kaozeal) 25 Gwe 2018 da 09:06 (UTC)Respont
Salud ivez,
Tro-wenn ivez, 'vat ! N'em eus kavet tra e Catalog of Copyright Entries: Third series ivez !
Din-me n'hall ket bezañ ar film gant Scott dre ne voe ket skignet er-maez eus Rouantelezh-Unanet, war a seblant : titl gallek ebet 'ta.
Dedennus e vije goût eus pelec'h e teu Chante avec moi.
A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 25 Gwe 2018 da 10:39 (UTC)Respont
Setu ur bomm tennet eus ar film, evel m'eo meneget em mammenn :

— Vous n'avez pas peur ?
— A-t-on déjà remis mon courage en question ?
— Non. On ne l'a même jamais mentionné.

Chante avec moi, Edward Sutherland
Ha ne zegas netra da'm soñj ! Trugarez deoc'h, — Lagad Zoltec (kaozeal) 25 Gwe 2018 da 11:02 (UTC)Respont
Klokoc'h ha hiroc'h em boa lennet, ya... :-) Ez an da c'houlenn digant tud oc'h ober war-dro al lec'hienn notre Cinéma.--Prieladkozh (kaozeal) 25 Gwe 2018 da 11:14 (UTC)Respont
Em c'herz emañ ar geriadur DICTIONNAIRE DU CINÉMA - LES RÉALISATEURS gant Jean TULARD, embannet e 1992 (ISBN : 2-221-07320-7) gant ROBERT LAFFONT : [...] ; Abie's Irish Rose (1946) ; Bermuda Affair (1956). Film all ebet sevenet gant Sutherland, A. Edward etre 1946 ha 1956 'ta.
Roud ebet eus Chante avec moi nag eus Sing Along with Me e-barzh embannadur 1995 DICTIONNAIRE DES FILMS gant Bernard RAPP & Jean-Claude LAMY, embannet (ISBN : 2-03-750024) gant LAROUSSE, em c'herz ivez.--Prieladkozh (kaozeal) 25 Gwe 2018 da 12:36 (UTC)Respont
2005 eo bloaz ma levr. Ma, lezel a rin ar bomm-se e skrid kuzh betek klask pelloc'h evit gouzout hiroc'h.
Tost echu eo an hir a bennad-se ganin (evit Wikiarroud) ; kelaouet e viot e koulz ! Trugarez deoc'h evit hoc'h amzer.
A galon, — Lagad Zoltec (kaozeal) 25 Gwe 2018 da 13:04 (UTC)Respont
Mann ebet, 'vat ! Abuziñ ma amzer n'em eus ket graet dre ma plij kalz ar sinema din, hag an arz-mañ liammet ouzh ar sonerezh dreist-holl. Un digarez e oa ivez d'ober anaoudegezh gant Wiquiquote, dianav din penn-da-benn betek-henn. Kalon vat deoc'h 'ta !--Prieladkozh (kaozeal) 25 Gwe 2018 da 13:49 (UTC)Respont

Fent er sinema

kemmañ
Salud deoc'h — Mar kavit amzer da deuler ur sell... reizhit, gwellait ha klokait hardizh ! A galon, Lagad Zoltec (kaozeal) 27 Gwe 2018 da 20:26 (UTC)Respont
Salud deoc'h ivez, N'edon ket er vro evit an deizioù ha setu perak emaon o respont deoc'h ken diwezhat. Trugarez deoc'h : mont a rin da lenn, ha laouen. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 5 Her 2018 da 10:10 (UTC)Respont
Krog oc'h en ur raktres e-touez ar re ziaesañ, 'vat ! N'eo ket gwall aes klask treiñ eilger ur film bennak, deuet da vezañ brudetoc'h evit an oberenn hec'h-unan gwechoù 'zo, eus ur yezh d'eben. Daoust ha chom a ray ken fentus all ? Amañ 'mañ an dalc'h !
— Je crois, docteur, que l'homme de Neandertal est en train de nous le mettre dans l'os... Deux intellectuels assis vont moins loin qu'une brute qui marche.
  • Michel Audiard • Un taxi pour Tobrouk • Denys de La Patellière • 1961
Kalon vat deoc'h, bepred !--Prieladkozh (kaozeal) 5 Her 2018 da 13:33 (UTC)Respont
— Me 'gred din, Doktor, emañ den Neandertal ouzh hon tapout lous... Daou gefredour war o c'hoazez ned eont ket ker pell hag un aneval war vale.

...Emaon o sevel ur bajenn diwar-benn Michel Audiard, dres a-walc'h ! A galon, — Lagad Zoltec (kaozeal) 5 Her 2018 da 15:42 (UTC)Respont

Fent er foot

kemmañ

Krennlavarioù

kemmañ
Ho saludiñ,
Emaon o treiñ ar pennad e saozneg, setu e rankan displegañ lod troiennoù.
Ar mouar du ne vezont mui mat / P'en deus kac'het labous sant Mikael war ar prad.
Ha c'hwi 'oar marteze pe labous eo ?
A galon, — Lagad Zoltec (kaozeal) 14 Kzu 2018 da 18:21 (UTC)Respont

Wikipedia

kemmañ
Ho saludiñ,
   Pell zo ne oan ket bet o furchal ar Wikipedia brezhonek. P'edon bremaik ouzh en ober (en aner avat), em eus lennet penaos hoc'h eus goulennet ma vefe klozet ho kont.
   Neuze, klozet e vefe ho kont Wikimedia a-bezh : Wikiarroud (labour zo !), Wikiskolveur (un den zo krog da sevel kentelioù brezhoneg), Commons (labour zo !) hag all. Ur gwall daol evit hor yezh, pa 'z eus ac'hanoc'h unan eus ar vrezhonegerien ampart-se a ra ker gwall ziouer d'an Emsav – hag ur benveg hollbouezus eo ar Wikimedia brezhonek evit dazont ar yezh, ker pouezus ha ma oa bet diazezadur Diwan eo, da 'm soñj.
   Neuze, gounezet tachenn gant E Veurdez Emanvet : diverket ledander ho kouiziegezh yac'h gant strizhder E spered klañv. Gouzout a ran em eus-me paouezet da voueta ar Wiki brezhonek (zoken pa 'm gwel E Veurdez a-drek kement abegadenn, war a hañval, betek goulenn ma vefe klozet ma c'hont ha ma "c'hontoù all" – ha Lo! difoupet ur merer kerkent da sentiñ d'an urzh !), hogen labour a chom da ober e brezhoneg e Wikimedia, evit ar yaouankizoù pergen. Un hent distro am eus kemeret : kelenn a ran penaos boueta Wikipedia, alese an degasadennoù IP a vez a vare da vare. Tud digont a zegas danvez ivez, pa welan IP@ n'anavan ket ; lod o deus plomet e oa ret ober an dro da Nevezubu !
   Diouzh respont ar merer d'ho koulenn e c'hallor barn stad ar Wikipedia brezhonek a-fed gwirioù an implijerien, petra bennak ma ouzer e ya an dud da heul E Veurdez en e zibab diot : ober kalz, berr ha fall e-lec'h ober nebeutoc'h, hir ha mat. Aet eo an niver a zegaserien da ger moan ha gouiziegezh E Veurdez. Den ne ra mui war-dro hizivaat, reizhañ ha klokaat an holloueziadur, alese e renk o vont d'an traoñ a viz da viz.
   Ma, emichañs n'emañ ket ho yec'hed skoet gant kement all ! Gouezit atav hoc'h eus ur mignon o kantren dre ar Genrouedad.
   A-galon, — Lagad Zoltec (kaozeal) 7 Meu 2019 da 14:03 (UTC)Respont
Salud deoc'h ivez,
Siwazh ned a ket an traoù war wellaat eno ha ne welan ket mat petra 'c'hellje o c'hemmañ.
Fur ha poellek eo ar merour am eus savet ma goulenn outañ : gwelet 'vo petra 'vo respontet din...
Gwir eo ez on skoet un tammig o welet e c'hall unan bennak — e 2019 ! — skrivañ n'eus forzh petra e-barzh un holloueziadur hep na fiñvfe pennoù-bras Wikipedia !
Trugarez vras eus ho postel. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 8 Meu 2019 da 09:35 (UTC)Respont

Labour kempenn

kemmañ

Demat dit. Gwelout a ran az teus graet degasadennoù amañ n’eus ket pell zo. Laosket am eus kemmenadennoù en davarn, amañ hag aze. Deus da reiñ da ali ma fell dit. Huñvreüs (kaozeal) 7 Gou 2019 da 08:57 (UTC)Respont