En istor ar sinema e voe Lights of New-York ar film komz kentañ, aozet gant ar gompagnunezh Warner Bros. ha deuet er-maez d'an 18 a viz Gouere 1928. [1]

Buan e voe tud varrek war ar vicher nevez : skrivañ emzivizoù evit ar filmoù.
Dre ma oa ar sinema un dudi nevez c'hoazh, ha da heul ar filmoù mut, e voe ar fent danvez un darn vras eus ar filmoù komz kentañ.
Abred e voe an emzivizoù fentus unan eus perzhioù pennañ ar filmoù-se, ha skrivet e voe bommoù hag a zo chomet en eñvor an dud — lod zo anavezet gant tud ha n'o deus biskoazh gwelet ar film, zoken.

Setu amañ un nebeud bommoù fentus pe fentusoc'h, renket a-zekvloaziadoù (merkit e krog un dekvloaziad gant ar bloaz 1, ar bloaz 10 o vezañ an hini diwezhañ : 1951-1960 eo ar bloavezhioù 1950, pa n'eus "bloaz mann" ebet).


Alc'hwez

Da heul ur bomm e kavor ul linenn savet evel-mañ :

  • Gant piv eo bet skrivet • Titl ar film • Gant piv eo bet savet ar film • Bloaz donedigezh ar film

A-zivout ar film komz kentañ e vefe al linenn neuze :

  • Murray Roy & Hugh Herbert • Lights of New York • Bryan Foy • 1928

Bloavezhioù 1920

kemmañ
 
Stan Laurel & Oliver Hardy, harozed Men O'War
— Evet 'peus tout ! Sañset e oamp rannañ !
— Ne'm eus ket gellet ober mod all, er strad e oa ma hanterenn !
  • H.M. Walker • Men O'War • Lewis R. Foster • 1929

— Evit lakaat un arzour dianav da vout anavet e lavarer ez eo brudet.
  • Sacha Guitry • Le blanc et le noir • Marc Allégret & Robert Florey • 1930

— E Moskov eo bet ganet ma zad, e Vladivostok ma mamm, ha me e Sankt-Peterburg.
— Ha gwir eo ? Klevit 'ta, dre chañs ez oc'h en em adkavet !
  • Anne Caldwell • Half Shot at Sunrise • Paul Sloane • 1930

Bloavezhioù 1930

kemmañ
— Ha soñjet hoc'h eus da vat en dimeziñ ur wech bennak ?
— Evel-just. Setu perak on dizimez c'hoazh.
  • Ralph Spence • Cracked Nuts • Edward F. Cline • 1931

— N'eus nemet teir zrederenn en ur werennad.
— Met, genaoueg ac'hanout, diouzh ment an trederennoù eo !

 

— Morlivet out, trist out, lavaret 'vije un enebalkooleg.
  • Marcel Pagnol • Marius • Alexandre Korda • 1931

— Te 'gred er garantez diouzh ar c'hentañ gwel ?
— N'ouzon ket... Met a-dra-sur e vije gounezet amzer.
  • Mae West • Night After Night • Archie Mayo • 1932

— Mar fell deoc'h mont war vor diarvar, na brenit ket ur vag : prenit un enez !
  • Marcel Pagnol • Fanny • Marcel Pagnol • 1932

— Evel an alumetez eo an enor : ne servij nemet ur wech.
  • Marcel Pagnol • Marius • Marcel Pagnol • 1932

— Ganeoc'h-c'hwi, mard em bije da zibab an armoù, e tibabjen ar yezhadur, Aotrou.
  • Robert Riskin • Lady for a Day • Frank Capra • 1933

— Bewech ma kanan ar ganaouenn-se e kendalc'h da'm zasmantiñ e-pad pell.
— Reizh eo, he muntrañ a rez bewech.
  • Mae West • Lady Lou • Lowell Sherman • 1933

— Al lusk an hini zo pouezus. Atav e ranker hejañ ar martini dry diouzh lusk ur valsenn.
  • Albert Hackett & Frances Goodrich • The Thin Man • Woody S. Van Dyke II • 1934

— Pet eur eo ?
— 42 lur dilerc'h zo gant ma eurier... 'Mañ e gouestl !
  • Pierre Dumarchais, alias Pierre MacOrlan (aozer ar romant) • La Bandera • Julien Duvivier • 1935

 
— Gwelout a rez ar c'hoari echedoù-mañ ? Ha me 4 bloaz em boa c'hoariet enep dek den war an dro gant ma daoulagad mouchet. Kollet an dek krogad ganin.
 
— Gwelet em eus ur Saozez. Lâret e vije bet e oa oc'h analat ur pesk marv.
  • Jules Furthman & James Kevin McGuinness • China Seas • Tay Garnett • 1935

— Pezh zo chastreüs gant ar bigi eo ne chom morse lipig an asperjez el lec'h ma vez lakaet.
  • Sacha Guitry • Bonne chance • Sacha Guitry & Fernand Rivers • 1935

— N'eus ket gwir da laerezh an dud pa ne vezer ket tailhanter !
 
Cannelloni, Aotrou ar C'hont, zo tammoù toaz karrezek. Lakaet e vez e-barzh, evel pa'z ambouler ur sigaretenn, holl reputailhoù ar sizhun. Ar c'hig brein, ar pinochez trenk, ar silzig tarzhet, e berr gomzoù : kement tra a rankjed teurel d'ar bern. Sigaretennoù lastez eo cannelloni a-barzh fin ar gont. Hag emsav eo, rak distlabezañ a ra ar gegin. Skarzhañ a ra an dilerc'hioù. E-lec'h o stlepel er straed en o stlaper er pratikoù.
  • Marcel Pagnol • Cigalon • Marcel Pagnol • 1935

— Boazet e pigne ar gwin betek ma fenn hag em lakae lirzhin. Bremañ e tiskenn betek ma divhar hag em laka kozh !
  • Zoe Akins • Camille • George Cukor • 1936

— Bez' ez eus tud hag a gomz, hag a gomz — betek m'o devo kavet un dra bennak da lavarout.
  • Sacha Guitry • Mon père avait raison • Sacha Guitry • 1936

— Ur sekred n'eo ket un dra ha na vez ket kontet. Un dra hag a vez kontet a vouezh izel eo, hag a-zisrann.
 
— Un itron out bremañ. Ar pilored grotilh, ne zigorez ket anezho ken, o debriñ a rez. [2]
  • Marcel Pagnol • César • Marcel Pagnol • 1936

— Marteze n'ouzit ket gant piv hoc'h eus d'ober...
— Nann, n'ouzon ket.
— Trudy Olsen, merc'h an aotrou maer.
— Mat, met marteze c'hwi ivez n'ouzit ket gant piv hoc'h eus d'ober.
— Nann, n'ouzon ket.
— Doue ra vo meulet !
  • Maxwell Shane & David Silverstein • You Can't Beat Love • Christy Cabanne • 1937

— 200 dollar e kousto deoc'h.
— 200 dollar !!!
— 200 dollar pe netra.
— OK. E gemer a raimp evit netra neuze.
  • Clyde Bruckman • Cash and Carry • Del Lord • 1937

— Marv eo ho tad.
— N'eo ket gwir !
— Eo... Ma, spi 'm eus ; bezet pe vezet, luduet eo bet.
  • Charley Rogers • Way Out West • James W. Horne • 1937

— Met klevet hoc'h eus komz eus Hamlet dija, moarvat ?
— C'hwi 'oar, kement a dud a erruan ganto...
  • Morrie Ryskind & Anthony Veiller • Stage Door • Gregory La Cava • 1937

— Pa'm eus gouezet e oas bev em eus evet ur voutailhad champagn hag em eus sonet ton-bale kañv Chopin war un ton swing !
  • Georges Neveux • La chanson du souvenir • Serge de Poligny & Douglas Sirk • 1937 [3]

— Mar kendalc'hit da errout diwezhat e rankin kemer ur sekretourez all !
— Hag e soñj deoc'h e vo trawalc'h a labour evit div ?
  • P.G. Wodehouse, Ernest Pagano & S. K. Lauren • A Damsel in Distress • George Stevens • 1937

— Ezhomm am eus da cheñch amva, ha te eo ma amva.
— Ar wech kentañ eo e reer "amva" ac'hanon ! Mard on un amva, te zo un iskis a vled ! An dud hag a zeu eus ar metoù hep bout anezhañ hag a fougas abalamour d'ar pezh int bet e rankfed o skarzhañ ! Amva ! Amva ! Hag ur fas amva 'm eus ? Ma'z eo evel-se, kerzh da unanig da La Varenne ! Pesketadenn vat hag amva mat !
 
— Ha n'hallfes ket cheñch a c'heriaoueg ?
— Geriaoueg... Ar ger luc'haj nemetañ a bloman fall...
  • Henri Jeanson • Hôtel du Nord • Marcel Carné • 1938

— Adal hiziv, pa fello dit komz din, krog dre ar ger "kenavo".
  • Harry Tugend & Jack Yellen • Little Miss Broadway • Irving Cummings • 1938

— Spi 'm eus e vo un deiz bennak ma lavaro un den dit ar pezh a soñjan evit gwir diwar da benn !
  • Charles Brackett & Billy Wilder • Bluebeard's Eighth Wife • Ernst Lubitsch • 1938

— Te ne gomprenez netra er vuhez kerkent ha ma n'emaout ket a-drek un daol-gont.
  • Marcel Pagnol • Le Schpountz • Marcel Pagnol • 1938

— Marc'hataet em eus e ti ar genwerzherien.
— Perak 'ta ?
— Dezho da goll an nebeutañ a c'heller, e ken kaz ma ne vijent ket paeet ganin.
 
— Ar Rused a vourran unan-hag-unan, met kerkent ha ma'z eus daou anezho em bez aon e tabutfent, ha kerkent ma'z eus tri anezho em bez aon e vefent unanet – enepdon.
  • Sacha Guitry • Ils étaient neuf célibataires • Sacha Guitry • 1939

— Petra 'fell deoc'h debriñ ?
— Beterabez ha karotez rasklet.
— Ur preti eo amañ, ur bradenn n'eo ket.
 
— Un douger on, ma micher eo.
— Ur vicher n'eo ket, un direizhder sokial ne lavaran ket.
— Diouzh ar gwerzh-butun eo.
  • Charles Brackett, Billy Wilder & Walter Reisch • Ninotchka • Ernst Lubitsch • 1939

— Maen-skorn ebet er whisky, morse. Re a lec'h a ya ganto.
  • Irving Brecher • Go West • Edward Buzzell • 1940

— Perak div bistolenn ganeoc'h ?
— Unan eus an div ne denn ket pell a-walc'h.
  • Alan Le May • North West Mounted Police • Cecil B. DeMille • 1940

— Bout paour n'eo ket mezhus, skuizhus eo avat.
  • Marcel Pagnol • La fille du puisatier • Marcel Pagnol • 1940

— Mar stokez ouzhin e c'halvan ar fliked !
— Mar stokan ouzhit e c'halvez un ambulañs.
  • Jerry Wald & Richard Macaulay • They Drive by Night • Raoul Walsh • 1940

Bloavezhioù 1940

kemmañ
— Aon 'm eus, mar dimezomp, e teuje ur vaouez yaouank un deiz bennak, hag ankouaet e vijen ganeoc'h da viken.
— Na vezit ket diot. Div wech ar sizhun e skrivin deoc'h.
  • Sid Kuller • The Big Store • Charles Reisner • 1941

 
— Ar gozhni, ar c'hleñved nemetañ na glasker ket pareañ dioutañ.
  • Herman J. Mankiewicz • Citizen Kane • Orson Welles • 1941

— Ho taouarn uheloc'h !
— N'hallan ket. Stag int ouzh ma daouarzorn.
  • Frank Ryan • My Favorite Spy • Tay Garnett • 1942

— Em amzer-me e c'halle an den tufañ el lec'h a blije dezhañ. Ne oa ket bet ijinet ar mikrobed c'hoazh.
  • Jacques Becker • Goupi Mains Rouges • Jacques Becker • 1943

— Krignet hoc'h eus ma reizhiad nervel, gwallvrudet on bet ganeoc'h, kollet em eus arc'hant, pratikoù hag amzer en abeg deoc'h.
— Ha klask a rafec'h lavarout din n'oc'h ket laouen gant ma labour, Aotrou 'r penn ?
  • Harry Kurnitz • They Got Me Covered • David Butler • 1943

— Emaon o tont eus ur vro heoliet ma ne zihuner nemet evit diskuizhañ diouzh ar c'housk.
  • Michel Duran • Au Bonheur des Dames • André Cayatte • 1943

— Tregont devezh er vac'h a baki evit bout en em gannet hep aotre. An dibennerez e vo evit bout klasket ma lazhañ. Asantiñ a ran evelato ober ur vad dit : nullañ a ran ar c'hastiz a dregont devezh.
  • Herbert Fields • Du Barry Was a Lady • Roy Del Ruth • 1943

— En diplomatiezh ne vez morse al linenn eeun an hent berrañ etre daou boent.
  • W. R. Burnett • Background to Danger • Raoul Walsh • 1943

— En deroù e oan en ur skol-geginañ cheuc'h-kenañ, met skarzhet on bet abalamour ma'm boa lakaet un dra bennak da zeviñ.
— Petra ho poa lakaet da zeviñ ?
— Ar skol.
  • Joseph Quillan & Dorothy Bennett • Show Business • Edwin L. Marin • 1944

— Na vezit ket ker garv gant ma sekretourezed. Ken dous ha komprenus e vezont pa zistroan d'ar burev goude un devezh kalet er gêr !
  • Julius J. & Philip G. Epstein • Mr. Skeffington • Vincent Sherman • 1944

— Sqwack Mulligan en deus lavaret din ho poa beziet ho kwreg warlene.
— Ya, ret e oa din : marv e oa.
  • Joseph Fields & Roland Kibbee • A Night in Casablanca • Archie Mayo • 1946

— Avi 'm eus ouzh al lonkerien. Da nebeutañ e ouzont-i a belec'h e teu o c'hudennoù.
  • Clifford Odets & Zachary Gold • Humoresque • Jean Negulesco • 1946

— N'eo ket farsus, an holl a dud a daol kont pa livan gevier. Dav e vije din mont da bolitiker, aze da nebeutañ ne rajent van ebet.
  • Rowland Leigh • Heartbeat • Sam Wood • 1946

[A-zivout buhez ur poliser]
— N'omp ket gwall zesket en deroù. Merdeiñ en holl zourioù a reomp. Stekiñ a reomp en ur bern tud. Desket em eus an engravañ gant ur falser, ar gontouriezh gant ur c'hwiblaer, ur c'horoller mondian zoken en deus klasket reiñ kentelioù tango din – met aze, netra d'ober, ne oa danvez ebet ennon.
  • Henri-Georges Clouzot • Quai des Orfèvres • Henri-Georges Clouzot • 1947

— Hag al Larousse ho peus lennet dija ? Un dastumad anvioù brudet dianav-krenn eo.
  • Henri Jeanson • Copie conforme • Jean Dréville • 1947

— N'hoc'h eus ket sinet ho chekenn...
— Evel-just.
— Met... Ne dalvez netra hep ho sinadur !
— A gred deoc'h. Kemerit-hi evel m'emañ, rak mar sinan ne dalvo mui netra evit gwir.
  • László Vadnay • Copacabana • Alfred E. Green • 1947

— Aes eo kompren perak ez eo bet skrivet ar bravañ barzhonegoù diwar-benn Bro-Saoz en nevezamzer gant barzhed o chom en Italia.
  • Philip Dunne • The Ghost and Mrs. Muir • Joseph L. Mankiewicz • 1947

— Ne vo maouez ebet oc'h en em ginnig da zilennadeg ar prezidant. Anzav eo koshoc'h eget 35 bloaz e vije.
  • Anthony Veiller & Miles Connolly • State of the Union • Frank Capra • 1948

— Ar santad kentañ eo an hini mat. Dreist-holl pa vez fall.
  • Henri Jeanson • Les amoureux sont seuls au monde • Henri Decoin • 1948

— Bout tremenet teir nozvezh asambles ne dalv ket e rankomp ober penn mouzh a-hed ar vuhez...
 
— Mennet e oan da lavarout deoc'h, bete-gouzout, en ho karen... Netra aesoc'h pa ne garer ket... Pe riskl zo ?
  • Henri Jeanson • La vie en rose • Jean Faurez • 1948

— Ma mignon, daou seurt aozerien zo : ar re vat hag ar re fall. Ar re fall a ra pezhioù fall, hag ar re vat ne reont taol ebet !
  • Sacha Guitry • Le comédien • Sacha Guitry • 1948

— En Italia, e-pad tregont vloaz, dindan ren ar re Vorgia, ne voe nemet brezel, spont, muntroù ha poulladoù gwad. Diwar kement-se ez eo deuet Michelangelo Buonarroti, Leonardo da Vinci hag an Azginivelezh. E Suis ez eus bet breudeuriezh, pemp kant bloavezh a zemokratelezh hag a beoc'h. Ha petra zo deuet diwar kement-se ? An horolaj koukoug.
  • Graham Greene • The Third Man • Carol Reed • 1949

— Mat eo ma familh, ur jeneral e oa Tadig.
— Ha petra 'soñj a-zivout kement-se holl, da dad ?
— Netra, marvet eo pa voe disklêriet ar brezel. Ar from... Ken dic'hortoz e oa !
  • Bernard Zimmer • Souvenirs perdus • Christian-Jaque • 1950

— Mard em bije ur vouezh a-seurt-se en em grougjen ouzh he flegoù !
  • Henri Jeanson • Lady Paname • Henri Jeanson • 1950

— Mat, deskiñ a fell dit. Kentel gentañ : ul lestr etruskat n'eo ket ur pod bleunioù.
  • Harold Medford & Jerome Weidman • The Damned Don't Cry • Vincent Sherman • 1950

Bloavezhioù 1950

kemmañ
— Sant Anthelm eo bet gwell dezhañ bout dideodet war-bouez gevel ruziet en tan eget diskuliañ ur sekred hag a oa bet fiziet ennañ. Ha disterdra eo koulskoude.
— Penaos e ouzez ?
— N'oun dare.
  • Jean Aurenche • L'auberge rouge • Claude Autant-Lara • 1951

— Ha keuz a sav ganeoc'h goude ho torfed ?
— Ya. Mard on kondaonet ganeoc'h.
 
Ar prokulor : Euzhus eo lazhañ, koulskoude.
An alvokad : Ya, met kement a dud a vev diwar kement-se, c'hwi ha me da gentañ-penn.
  • Sacha Guitry • La Poison • Sacha Guitry • 1951

— Lezit-me ! N'eus nemet un digalon evit tagañ un digalon !
  • Hal Kanter • My Favorite Spy • Norman Z. McLeod • 1951

— Ur pianoour sonadegoù zo ac'hanon. Un doare emvennus un tamm eo da lavarout emaon dilabour evit bremañ.
  • Alan Jay Lerner • An American in Paris • Vincente Minnelli • 1951

— Ne zeu ket an eurvad diwar an arc'hant.
— Gwir, met an arc'hant a bren an eurvad digant ar re he fard.
  • Marcel Pagnol • Topaze • Marcel Pagnol • 1951

— Ar brezel... An dudi roueel nemetañ m'o devez ar pobloù o lodenn !
  • Henri Jeanson • Fanfan la tulipe • Christian-Jaque • 1952

 
— Keuziñ a raio betek deiz e varv – mar chom bev betek neuze !
  • Frank S. Nugent • The Quiet Man • John Ford • 1952

— Evel ur pred enoeüs eo an dimeziñ, gant an dibenn-pred da zigor-pred.
  • Anthony Veiller • Moulin Rouge • John Huston • 1952

— Hag aon n'hoc'h eus ket ?
— Ha ma c'halonegezh zo bet lakaet e bilibann ur wech bennak ?
— Ket. Biskoazh n'eus bet anv anezhi, zoken.
  • Dennis Vance • Sing Along With Me • Peter Graham Scott • 1952

— Un den pinvidik zo evel ur goantenn. Ne zimezer ket gant ur goantenn abalamour ma'z eo koant, met sikour a ra un tammig evelkent.
  • Charles Lederer • Gentlemen Prefer Blondes • Howard Hawks • 1953

— Reiñ arc'hant d'ul lezireg zo reiñ absint d'ur mezvier. [4]
  • Sacha Guitry • La vie d'un honnête homme • Sacha Guitry • 1953

— Emaoc'h o paouez sinañ ho parnadenn d'ar marv.
— Morse ne sinan tra pe dra e diouer ma alvokad.
  • Elwood Ullman & Edwards Bernds • The Bowery Boys Meet the Monsters • Edwards Bernds • 1954

— Petra 'c'hallit fardañ din da zebriñ ?
Chilli[5] gant fav.
— Petra all ?
Chilli hep fav.
  • Millard Kaufman • Bad Day at Black Rock • John Sturges • 1955

— Er vuhez ez eo ret d'an den bout atav jentil gant ar maouezed, zoken gant e wreg.
  • Michel Audiard • Série noire • Pierre Foucaud • 1955

— « Titin » eo an itron Babin ! N'anveit ket 'ne'i, met un iskis a dudenn eo : hep dizoloadenn ar sulfamidoù he dije plantet an naplez er Charente a-bezh !
  • Michel Audiard • Le sang à la tête • Gilles Grangier • 1956

— Bleinañ e Paris zo un afer a c'heriaoueg.
  • Michel Audiard • Mannequins de Paris • André Hunebelle • 1956

— C'hwi 'gav deoc'h e tennan deoc'h ?
— Ket, da'z mamm, ur skouer a barfeted, da vamm, ur santez.
— Perak ez oc'h aet kuit diouti ?
— Emaon o paouez lavarout dit.
  • Frédéric Dard • La bande à papa • Guy Lefranc • 1956

— Kelenn d'an henvroidi-se skiant an demokratelezh eo ma labour, ha deskiñ an demokratelezh a raint, me 'lâr deoc'h, zoken mar rankan o lazhañ an eil goude egile !
  • John Patrick • The Teahouse of the August Moon • Daniel Mann • 1956

— Dilojañ a ran. Pennaennoù droch zo gant patromez ma leti : atav e fell dezhi bout paeet.
— Atav e vez pennaennoù droch gant an dud pa zleer segal dezho.
  • Auguste Le Breton • Bob le flambeur • Jean-Pierre Melville [6] • 1956

— Ha Shakespeare a blij deoc'h ?
— Ya, lennet em eus kalz anezho.
— Un ali : na glaskit ket e c'hoari. Skuizhus eo un tamm, ne c'heller morse azezañ pa n'eur ket ar roue.
  • Abe Burrows • The Solid Gold Cadillac • Richard Quine • 1956

— Perak ez eus ur vezvierez anezhi ?
— Un abeg zo, sur a-walc'h.
— Unan zo : plijout a ra dezhi.
  • John Patrick • Les Girls • George Cukor • 1957

— Ur Vari Vastrouilhez, ur pezh-lêr a gav mat pep gwaz [...], atav e kavont sav, ar merc'hed-se, a-barzh fin ar gont. An holl a zeu da weladenniñ hag en diwezh e vez ur genaoueg o prenañ.
  • Michel Audiard • Maigret tend un piège • Jean Delannoy • 1958

— Ni hon-daou zo er memes familh, ha ni hon-daou hon eus arc'hant : te eo ar batromelezh, me eo ar gevalaouriezh. Evit an tu dehoù e votomp : te evit mirout ar gevredigezh, me evit flastrañ ar vicherourien. Aozañ a reomp koan evit ugent kouviad : ul lid-degemer a rez-te, ur fouzhadeg a aozan-me. Ha mar deu porbolennoù dimp-ni antronoz, abalamour d'al legestr e vo dit-te, abalamour d'an naplez din-me.
  • Michel Audiard • Les grandes familles • Denys de la Patellière • 1958

— Hag ur bannac'h ho po ?
— 'M bo ket, trugarez, ne evan ket, met arc'hant ar bannac'h am bije a-walc'h.
  • Al Martin • In the Money • Kevin Smith • 1958

— Evit gwir ne c'hellez ket bout un tammig jentiloc'h ? Bez soñj, p'en em gavjomp, ma greantour eus Dinan, penaos em boa kaset 'nezhañ d'ar blotoù... Un den hag am azeule evel ar Werc'hez Vari, koulskoude – ha bep eil Gwener hepken !
  • Jean Aurenche • Le chemin des écoliers • Michel Boisrond • 1959

— Na zisoñj ket pezh zo bet lâret gant ar mezeg : pemp takenn. An doen eo an anv. Ha fazioù takennoù a gas eus an doen d'an intañvegezh !
  • Michel Audiard • Archimède le clochard • Gilles Grangier • 1959

— Ober a ra gant ar rev evel ma ra reoù all gant ur vazh-kelien.
  • Ernest Lehman • North by Northwest • Alfred Hitchcock • 1959

— An aezamant a blij dezhi, kazout a ra an arc'hant, neuze en e zispign ha n'eo ket evit gouzañv ar c'hirri eil dorn.
  • Michel Audiard • La Française et l'amour • Christian-Jaque • 1960

— Ur gevrat eus ar re wellañ eo. Goût a rit, ar wech kentañ ma'm eus lennet anezhañ, n'on ket bet evit gouzout hag-eñ e oa ar sammad e oac'h o vont da baeañ din pe ma niverenn surentez sokial.
  • Norman Krasna • Let's Make Love • George Cukor • 1960

— Un den hag a zo o c'hortoz daou vilion eus an eil eur d'eben zo gouest da amprestiñ un nebeud miliadoù a lurioù, nekwir ?
— Mar eus ur suner anezhañ, pezh n'on ket. Piv sunañ, a-hend-all ?
— An davarnourez, ar skluzier...
— Divezh out, hañ !
— O, mar plij ! Da welet em eus oc'h amprestiñ.
— Ya, met morse sammadoù bihan, ha dreist-holl morse digant tud vihan. Neb a brest arc'hant da Jérôme Antoine a ro un urzh d'e vanker, terriñ e bod-espern ne ra ket. Perzh krennarded fallakr pe maodierned arroutet eo riblañ an arboellerien vunut, biskoazh n'on bet an eil pe egile, ha biken ne vin.
  • Maurice Druon • Le Baron de l'Écluse • Jean Delannoy • 1960

— Petra eo ar sinema ? Ur penn-tev o c'harzenniñ en ur sal vihan. Ret eo bout gars evit bourrañ !
  • Jean-Luc Godard • Charlotte et son Jules • Jean-Luc Godard • 1960

— Ac'hanta, aotrouien... Petra 'c'hoarvez ? Petra zo ? Kuzhet hoc'h eus ar bellenn ? Diwallit, Aotrou, un tredeog kevreadel zo ac'hanon!
— Ha c'hwi zo c'hwi saoz ?
— Ma, n'on ket...
— Mat, neuze, evidon-me, un tredeog ha n'eo ket saoz n'eo nemet ur bontig kaoc'h gwisket gant ur bragoù damverr o c'hoari gant ur c'hwitell ! Kit 'ta da wiskañ ur bragoù hir, den yaouank !

 

(O klask leuniañ un teul, gant poan)

— N'eo ket an daoulagad eo a zo fall. An divrec'h an hini eo a zo re verr.
  • Michel Audiard • Les vieux de la vieille • Gilles Grangier • 1960

— Goulennet 'vo digant un tremener.
— Bajaneien eo an holl dremenerien.
  • Raymond Queneau • Zazie dans le métro • Louis Malle • 1960

Bloavezhioù 1960

kemmañ
— Etrezomp-ni, Dabe, ur vartezeadenn, ur vartezeadenn a lavaran, em bije un engraver, paper, hag e voulljen bilhedoù evit ur milmilion. Lakaomp, ur vartezeadenn adarre, e vije pemp ac'hanomp war an afer, pegement a chomje, rik, da bep unan ?
— Ugent vloaz bidouf. Rannet e vez ar gounidoù, sammet e vez ar bac'hadur.
  • Michel Audiard • Le cave se rebiffe • Gilles Grangier • 1961

— E Vichy emañ ma zad. Al lezennegezh zo e gwad an den-se. Sinaiz o tilestrañ e yaje da vandarin. Morianed o kemer ar galloud e lakaje un askorn en e fri. Gresianed...
 
— Pa vezer hantersot eveldout e touger ur skritell, e kaser keloù.
 
— E Vichy emañ ma zad karet. Al lezennegezh zo e gwad an den-se. Sinaiz o tilestrañ e yaje da vandarin. Morianed o kemer ar galloud e lakaje un askorn en e fri. Gresianed...
 
— Me 'gred din, Doktor, emañ den Neandertal ouzh hon tapout lous. Daou gefredour war o c'hoazez ned eont ket ker pell hag un aneval war vale.
 
— En dezerzh e kavez ur c'horf marv dic'houzouget na c'hellez ket pivadiñ : furchal e chakodoù a reer. Pa gaver un digorer-boest, ur Saoez eo, hag un distouver, ur Gall eo.
 
— Ludwig ker, dizanaout a rit ar C'hallaoued. Kemplezh ar frankiz hon eus, abaoe 89. Dic'houzouget hon eus an hanter eus Europa en anv ar pennaenn-se. Abaoe m'eo bet flastret Polonia gant Napoleon n'omp ket evit gouzañv e vije graet gant den pe zen en hol lec'h. Evel forc'het en em santjemp.
 
— Evidon-me, er brezel, un dra zedennus zo : dibunadeg an trec'h eo. Pezh zo torr-revr eo tout pezh a c'hoarvez a-raok. Ret e vije kaout e arc'hopr enluadur ha dibunañ diouzhtu. A-raok ma trenkje ar soubenn...
 
— Adkas un den d'ar gêr, ne vije ket sot, met e adkas e-tal evit ma kendalc'hjemp da lardañ pilligoù an eil egile, ha dreist eo, da'z meno ?
 
— Ma 'peus ket un tad-kozh bankour, ha lârout a ri din da betra 'servij bout yuzev ?
 
— Ni, e Bro-C'hall, ar brizonidi, ne vezont ket lazhet.
— Dre ret, n'on eus ket kement, hañ...
 
— Dal, te hag a oar alamaneg, lâr kaoc'h dezhañ 'ta !
 
— Met kaozeal galleg a rez, pezh gagn !
— N'er c'haozean ket, e gomz a ran.
 
— Ha goût 'rez eo mat an truchon-se ?
— Evel-just eo mat. Petra 'c'hallan ober, me...
— Ganit edo ar gwir. Er brezel e rankjed bepred lazhañ an dud a-raok o anaout.
 
— Kemenn a ra Radio Kairo emaomp o kilañ e pep lec'h. Mar ne fiziit ket en ho keleier-c'hwi...
— Kabiten von Stegel, c'hwi hol laka da vigorniel, hañ ! Ha ne vefe ket gwell deoc'h bout kaset ganimp da Dobrouk war-eeun ? Pe estaj ? Pa vefemp erru e c'hellfen marteze a-walc'h prientiñ ur gibellad evidoc'h, ivez ?
 
— Arabat eo teurel pled, un aneval ganet gant ar brezel eo Théo.
— Ur paraoniak a reer eus se er yezh klinikel, ur brigader er yezh vilourel.
  • Michel Audiard • Un taxi pour Tobrouk • Denys de la Patellière • 1961

— Ar berzh-mat ha dreist-holl an daremprediñ ho mignonezed o deus desket un dra din : paouez da glask e korn ar straed ar pezh a gaver digoust gant ar mondianezed.
 
— An niver a vaouezed diot a ranker uzañ evit ankouaat ur vaouez speredek ! Digredus eo !
 
— Tastornerezh eo an dañs. Eilrenk a-grenn eo kement tra a reer gant an treid, den ne ra forzh.
  • Michel Audiard • Les lions sont lâchés • Henri Verneuil • 1961

— Ma mignonez ker, Wagner a azeuler pe n'eur ket evit selaou, hervez giz pep hini, met c'hwek n'eo ket, tamm ebet !
[...]
— A-hervez ne c'heller ket ober "c'hwek" eus Wagner. Piv 'c'heller kavout c'hwek neuze, me 'c'houlenn diganeoc'h ?
— Mozart, pe Tino Rossi.
 
— Bez' ez eus patromed war an tu kleiz, mennet on da zeskiñ deoc'h.
— Bez' ez eus pesked-nij ivez, met n'int ket ar muiañ-niver er genad.
  • Michel Audiard • Le président • Henri Verneuil • 1961

— Ar memes re eo an holl wazed : eus an eil devezh d'egile e tisoñjont kement o deus graet evidomp.
  • Michel Audiard • Le diable et les 10 commandements • Julien Duvivier • 1962

— Pa vez kaoz eus revelezh, ne c'hall ket ar baotred mirout a livañ gevier hag ar merc'hed a lavarout ar wirionez.
  • Ira Wallach • Boys' Night Out • Michael Gordon • 1962

 
An davarn ma voe troet Un singe en Hiver
— Ha pa vefe an dispac'h pe ar paella, n'eus tra spagnol eeun ebet.
  • Michel Audiard • Un singe en hiver • Henri Verneuil • 1962

— Un tammig strafuilh a vez atav pa zrouklazher un estrañjour. E-kichen an distripañ er familh zo reizh, hengounel, bourc'hizel. Hag un tamm mat muioc'h a neuz zo dezhi memestra. Lazhañ ur rumm tud a gas da France-Soir ; ur c'har, da Sofokles.
  • Michel Audiard • Carambolages • Marcel Bluwal • 1963

— Kalz gwazed am eus anavezet dija, met biskoazh ne'm eus sellet ouzh unan keit ha ma oa bev e gentad.
— Kerkent ha ma vo unan en ur stad eizik, roit din da c'houzout.
  • Peter Stone • Charade • Stanley Donen • 1963

— Pa glevan ar ger "sevenadur" e tifoupan ma c'harnedad chekennoù.
  • Alberto Moravia • Le mépris • Jean-Luc Godard • 1963

— C'hwi, Torrence, a yelo d'ar Manhattan, met chomit war evezh. Dijaojiñ 'ra ensellerien vreizhat en ur c'hinkladur amerikan.
  • Jacques Robert & Gilles Grangier • Maigret voit rouge • Gilles Grangier • 1963

— Dizaon e vez ar c'henaoueien, dre se end-eeun en o anaver zoken.
  • Michel Audiard • Les tontons flingueurs • Georges Lautner • 1963

— Da dad ha me, hol lakaat da vervel gant ar glac'har a ri.
— Gwell a-se, evel-se ne vo ket adkavet arm an torfed.
  • Michel Audiard • Mélodie en sous-sol • Henri Verneuil • 1963

— Krediñ ennout a ra an dud, ne c'hellez ket o disouezhiñ !
— E Doue e kredont ivez... Ha Doue kennebeut ne ro ket gwall alies o goulennoù dezho.
  • Henri Jeanson • La Tulipe Noire • Christian-Jaque • 1964

— Divizet hon eus dibriediñ. Re vuan hon eus dimezet. Faziet e oa bet war an dud.
 
— Prederiet mat e oa bet ganin koulskoude.
— Marv eo a-ziwar ar pareañ, moarvat.
 
— Gwell eo din bout sammet gant ur c'horf-marv em askre eget bout ur c'horf marv en askre un den all.
 
— Ar vezegiezh n'eo ket ur ragevezh hepken, ur goanag eo ivez.
— Goanag a roit ervat... d'an hêred, dreist-holl.
  • Henri Jeanson • Le repas des fauves • Christian Jaque • 1964

— Kit gorrek, bleiner. Mall bras zo warnomp !
  • Pascal Jardin • Les Félins • René Clément • 1964

— Daou vilvilion a dailhoù nevez ! Me ne ran mui "kellidsteuñv" eus kement-se, "argadenn armet" eo an anv reizh !
  • Michel Audiard • La chasse à l'homme • Édouard Molinaro • 1964

— Pa vez ar baotred 130 kg a bouez enno o lavarout traoù zo e vezont selaouet gant ar baotred 60 kg enno.
  • Michel Audiard • Cent mille dollars au soleil • Henri Verneuil • 1964

— Petra 'gavez gwell, mervel evel un haroz pe evel ur razh ?
— 'S din ar c'heuz !
  • Gene Wood • The World of Abbott and Costello • Charles T. Barton • 1965

— Fouzhet hoc'h eus er bignerez ??
— Lec'h surañ ar bed eo, gant ma chomo pouez an daou zen dindan 700 kg.
  • Woody Allen • What's New Pussycat? • Clive Donner • 1965

— E par ar c'hignat an dud, ar re gammañ eus an troioù-kamm n'int netra, klevout a rit, netra e-kichen al liverezh difetis. [7]
  • Michel Audiard • La métamorphose des cloportes • Pierre Granier-Deferre • 1965

(Clint Eastwood/Il Biondo o kaozeal ouzh Eli Wallach/Tuco)

— Gwel' 'rez, rannet eo ar bed etre daou rummad : ar re a zo ur bistolenn garget gante hag ar re a doull. Te a doull.
  • Sergio Leone & Luciano Vincenzoni • Il buono, il brutto, il cattivo • Sergio Leone • 1966

— Taksi... Waterloo !
— Ar porzh-houarn, Aotrou ?
— Ya, diwezhat eo un tamm evit an emgann.
  • Michael Pittock • Where the Bullets Fly • John Gilling • 1966

— E louzaouiñ[8] evel-se, difrom, n'eo ket muntrañ penn-da-benn, met un doare kenderviezh zo memestra !
  • Michel Audiard • Ne nous fâchons pas • Georges Lautner • 1966

— Ur brezeler kozh zo ac'hanon, hag ur stourmer sokialour, hag un tavarnour. Da lavarout eo em eus klevet ma c'hementad a gonirioù en buhez !
  • Michel Audiard • Un idiot à Paris • Serge Korber • 1967

— Me 'gred en dispac'h dre ar feulster me diaes e vefe din-me reiñ ur chifrodenn d'ul leanez.
  • Michael Kustow & Michael Scott • Tell Me Lies • Peter Brook • 1968

— Pa ya ar gaoz war ar segal, adal ur sammadienn e selaou an holl.
 
— Ne vi ket tost da ziskregiñ, pa vo bet lakaet ar valteien da gelc'htreiñ.
 
— Ur bajaneg 100% pur e gimiezh... Me 'garfe gouzout pelec'h e klaskez 'nezhañ.
— Quai des Orfèvres [9] Feal e choman da'm fourchaserien.
 
— C'hoant 'm eus da veajiñ. Okeania, Bora-Bora, ar vahineed[10]... Anaout a rez ?
— Perak, fellout a ra dit ma c'has ganit ?
— Ne gaser ket silzig pa'z eer da Frankfurt.
  • Michel Audiard • Le Pacha • Georges Lautner • 1968

— Pemp lizher digant an tailhoù am boa evidoc'h, pignet on neuze.
— Brav ! Darev e oan da gregiñ an tan !
  • Pascal Jardin • Le tatoué • Denys dela Patellière • 1968

— Ma c'halon a biklamme ha kemenerien am boa em c'horf a-bezh — pe karantez e oa, pe paket e oan gant ar vrec'h-nij.
 
— Mennet e oan da anzav dezhi ne oant ket ezel eus ar Philharmonic, met ker bamet e veze... Diskred he deus bet p'he deus savet goulennoù ouzhin diwar-benn Mozart rak ur biken on bet oc'h adkavout piv e oa.
 
— Aet omp da Vec'hiko evit hor sizhun briedelezh. N'on ket savet diwar ar gwele e-pad div sizhunvezh. Tapet ar red-kof ganin.
  • Woody Allen • Take the Money and Run • Woody Allen • 1969

— Tennet eo bet ar gisti diouzh an tiez evit staliañ ar sevenadur enno ! Staliomp ar gasterezh el Louvre !
  • Michel Audiard • Une veuve en or • Michel Audiard • 1969

— Emaoc'h o teskiñ bout aktor ? Ha pelec'h e c'heller ho kwelout ?
— Bep Gwener da unnek eur. E kreizenn al labour.
  • I.A.L. Diamond • Cactus Flower • Gene Saks • 1969

— War al liverezh, war ar sonerezh e c'heller en em vankout, war ar brif avat ne c'heller ket. An arz nemetañ eo ha na liv ket gevier.
  • Claude Chabrol • Que la bête meure • Claude Chabrol • 1969

— Na glaskit ket c'hoari ar bleupañ ganin, n'oc'h ket asur da c'hounez !
  • Claude Berri • Le pistonné • Claude Berri • 1970

— Ha taboulinoù zo en ho romant ?
— N'eus ket.
— Ha trompilhoù ?
— N'eus ket ivez.
— Anvit 'nezhañ « Hep taboulin na trompilh », neuze. [11]
  • Claude de Givray • Domicile conjugual • François Truffaut • 1970

Bloavezhioù 1970

kemmañ
— Darempred mat am beze gant ma zud. Dibaot a wech e skoent ganin. Me 'soñj din o deus skoet ur wech hepken, e gwirionez, e-kerzh ma bugaleaj. Krog e oant da skeiñ ganin d'an 23 a viz Kerzu 1942 betek diwezh an nevezamzer 44.
 
— Petra eo ezporzh pennañ San Marcos ?
— Ar red-kof.
 
— Ret e bout speredek evit bout prezidant. Lezit-me da vout besprezidant, setu aze ur fred gwir evit an dioded !
  • Woody Allen • Bananas • Woody Allen • 1971

— Ar beorien zo graet evit bout paour-tre, hag ar binvidien evit bout pinvidik-bras !
  • Gérard Oury • La folie des grandeurs • Gérard Oury • 1971

— Kêr San Francisco ne c'hopr ket an dorfedourien evit ma ne dorfedfent ket. Ar polis zo gopret ganti evit kement-se.
  • Harry Julian Fink, Rita M. Fink & Dean Reisner • Dirty Harry • Don Siegel • 1971

— Petra 'reot disadorn da noz ?
— En em lazhañ.
— Ha digwener da noz ?
  • Woody Allen • Play It Again, Sam • Herbert Ross • 1972

— C'hwi 'kred deoc'h eo marv Doue ?
— N'ouien ket e oa klañv, zoken.
  • Jo Heims • Breezy • Clint Eastwood • 1973

— Te 'wel, pezh zo spontus ganit, Charlot, eo ez out gars ha disfiz. Rak ne gredez ket ac'hanon pa lavaran dit out gars.
  • Claude Lelouch • La bonne année • Claude Lelouch • 1973

— Par d'ur marc'h-houarn eo an dispac'h : kouezhñ a ra pa baouez da vont war-raok.
— Eddy Merckx ?
— Ket, Che Guevara !
  • Danièle Thompson • Les aventures de Rabbi Jacob • Gérard Oury • 1973

— Te 'gred start e veze aes bevañ ganit ? Keñveriet gant petra ? Ar brezel Kant Vloaz ?
  • Arthur Laurents • The Way We Were • Sydney Pollack • 1973

— An diouer a brouennoù n'eo ket un degouezh skañvaus.
  • André Cayatte • Verdict • André Cayatte • 1974

— Me 'blij din ar merc'hed en o bikini. Ne guzhont arm ebet.
  • Richard Maibaum & Tom Mankiewicz • The Man with the Golden Gun • Guy Hamilton • 1974

— Treuz ur falsvarchadenn hepken zo etre bank ar vaodierned ha bann ar gevredigezh.
  • Alain Moury • Un linceul n'a pas de poches • Jean-Pierre Mocky • 1974

— Te 'oar pezh 'vez lâret diwar-benn ar Martini ? Lâret 'vez ez eo evel divronn ar merc'hed. Tri zo unan re, met unan n'eo ket a-walc'h.
  • David Giler & Lorenzo Semple Jr. • The Parallax View • Alan J. Pakula • 1974

— Ar bolitikerien, ar c'hendioù hudur hag ar gisti a dro da zoujadus en diwezh, gant ma padont.
  • Robert Towne • Chinatown • Roman Polanski • 1974

— Marv on.
— Penaos eo ?
— Penaos eo ? Anaout a rez ar c'hig-yar a vez servijet er preti Tresky ?
— Ya.
— Gwashoc'h eo.
  • Woody Allen • Love and Death • Woody Allen • 1975

— Ha pa ne vije nemet en abeg da'z keriaoueg, biken ne ouezi a-zivout plijadurezh euzhus an doanioù karantez meur... Met ne vez ket roet gobari un tragedian da bep den. Tremen gant an eurvad, frealz al laveien.
  • Michel Audiard • L'incorrigible • Philippe de Broca • 1975

— Ma Doue !
— Ma hini ivez !
  • Frank Waldman • The Return of the Pink Panther • Blake Edwards • 1975

— Biskoazh ne'm eus gellet echuiñ Proust... Te 'oar piv eo Proust ?
— Ya, Aotrou.
— Biskoazh n'on bet dreist Un amour de Swann rak, soñj dit, bewech ma klasken digeriñ al levrenn pevar, lavaret e vije bet e loc'he ur bladenn : Paol, ma Faol, lazhet e vo ar gouloù ? Bemnoz. E-pad ugent vloaz. Reiñ un dever d'ar wreg a reer eus se !
 
— Digarezit, Aotrou, ar straed Gustave-Flaubert, me ho ped ?
— Petra 'maoc'h 'vont d'ober eno, straed Gustave-Flaubert ?
— Ma, ne sell ket ouzhoc'h, Aotrou, evelkent !
— Na zeuit ket da'm amerdiñ, neuze !
  • Philippe Dumarçay • Calmos • Bertrand Blier • 1976

— Petra a embannit ?
— Teulioù, levrioù liorzhañ, keginañ, sturlevrioù...
— Dornlevrioù rev ?
— Un nebeud am eus lakaet er gouloù, ya.
— Ha levrioù dave int ?
— Lakaomp e ouzon petra a ya pelec'h ha penaos.
  • Colin Higgins • Silver Streak • Arthur Hiller • 1976

— Ha gouzout a rit e petra 'maon o soñjal ?
— Ha mareoù zo ma ne soñjit ket en dra ?
— Ya... Pa vezan ouzh e ober.
  • Michel Audiard • Le grand escogriffe • Claude Pinoteau • 1976

— Marcel, te 'raio ur bikadennig d'an aotrou. Penthalbarbitalsodik eo. An nazied a rae gantañ evit broudañ an empenn. Hervez eo gwelloc'h eget ar pesked evit an eñvor.
  • Michel Audiard • Mort d'un pourri • Georges Lautner • 1977

— Perak ur c'hentr hepken ganit ?
— Pa loc'h un hanter eus ar marc'h e ya an hanterenn all da heul.
  • Claude Lelouch • Un autre homme, une autre chance • Claude Lelouch • 1977

— Me zo a-enep ar marv. Blaz an temptadur da grediñ zo gantañ.
  • David Mercer • Providence • Alain Resnais • 1977

— Ne c'heller ket orgediñ a vintin da noz. Setu perak eo bet ijinet al labour.
 
— Divhar ar merc'hed zo kelc'hieroù hag a c'haolia ar bellenn douar a-hed hag a-led, en ur reiñ dezhi he c'hempouez hag he unvaniezh.
  • Michel Fermaud, Suzanne Schiffman & François Truffaut • L'homme qui aimait les femmes • François Truffaut • 1977

— Emaon o lenn Proust penn-da-benn. À la recherche du temps perdu. Bo, te 'wel, Pierrot, pezh a vank aze 'barzh eo ur flik.
 
— Te 'gred dit e vijemp poliserien mar bijemp brav ?
— Gars e vijemp mar bijemp brav.
— Ha mar bijemp gars e vijemp eürusoc'h.
  • Michel Vianey • Plus ça va, moins ça va • Michel Vianey • 1977

— Selaouit, Aotrou, bezit ar vadelezh da ober war-dro ho aferioù-c'hwi. Ha me 'ra war-dro ho re ? N'omp ket amezeien, din da c'houzout.
  • Bertrand Blier • Préparez vos mouchoirs • Bertrand Blier • 1978

 
O c'hortoz Grease en Amsterdam, 28 KZU 78
— Opala, Marty ! Lunedoù nevez?
— Ya, evit al likez hepken. Emsav on ganto, 'gav ket deoc'h ?
— Nann, da zremm a weler c'hoazh.
  • Bronté Woodard • Grease • Randal Kleiser • 1978

— Hag asantiñ a rit kemer da briedoù an dimezelled-mañ, ha da votiñ evidon ?
  • Pascal Jardin • La zizanie • Claude Zidi • 1978

— Ur gontell zo em c'hof !
— Ha poan ha ra deoc'h ?
— Ne ra ket, iskis eo... Met n'emaon ket em boued leun.
— Petra 'ra deoc'h ?
— Un tammig evel ur gwalc'heris o c'houllonderiñ.
 
— Petra 'maoc'h 'sellet outañ ?
— Piv, me ?
— Ya. Petra edoc'h 'sellet outañ ?
— Mann 'bet.
— Geo, edoc'h 'sellet ouzh un dra bennak.
— Ouzh ho skouarn edon 'sellet.
— Petra zo gant ma skouarn ? Otorino oc'h ?
— N'on ket.
— Ma. Roit peoc'h din neuze.
  • Bertrand Blier • Buffet froid • Bertrand Blier • 1979

— Ma eontr Fred a lavare e oa Bolero Ravel ar sonerezh revelañ a zo bet skrivet biskoazh a-glev d'an holl — ha prouiñ a rae.
  • Blake Edwards • "10" • Blake Edwards • 1979

— N'on ket ar Mesiaz ! Klevout a rit ? N'on ket ar Mesiaz, kompren a rit ?
— Ar Mesiaz hepken a c'hall nac'hañ e zoueegezh evel-se !
— Met... Petra 'fell deoc'h e lârfen deoc'h evit ho kendrec'hiñ ? Mat eo din, p'emañ kont evel-se, me eo ar Mesiaz !
— Ar Mesiaz eo-eñ ! Ar Mesiaz eo-eñ !
— N'on ket 'vat ! O, kit gant an tanfoeltr !
— Mat. Ha da belec'h, Aotrou ?
  • Monty Python • Monty Python's Life of Brian • Terry Jones • 1979

— Aotrou Steele, perak oc'h erruet gant 45 munutenn dale en displegadenn gelaouiñ ?
— Ho tigarez a c'houlennan. Ret eo bet din ober genoù-ouzh-genoù d'ur voutailhad tequila. Marv eo goude-se.
  • Robert Garland • Le cavalier électrique • Sydney Pollack • 1979

— N'eus abeg ebet da bennfolliñ. Chomit parfed. Hor gwellañ hetoù evit diwezh an nijadenn. Mar goar unan bennak e bourzh leviañ un nijerez, mil trugarez evit mont e darempred ganin ar buanañ ar gwellañ.
  • Jim Abrahams, David & Jerry Zucker • Airplane! • Jim Abrahams, David & Jerry Zucker • 1980

— Evodoc'h-c'hwi ez eus un dizouead ac'hanon. Evit daoulagad Doue ez on un ezel eus an eneberezh feal.
 
— Hag al leurenniñ hoc'h eus studiet er skol ?
— Ket, ne'm eus ket, ne'm eus studiet netra er skol. Int-i o deus ma studiet.
  • Woody Allen • Stardust Memories • Woody Allen • 1980

— Ne vutuner ket pa vezher o tougen. N'eo ket ur mezeg a ranki evit gwilioudiñ, ar bomperien eo.
  • Claude Berri & Michel Grisolia • Je vous aime • Claude Berri • 1980

— Ne'z eer ket da flik, gourfennañ evel flik a reer.
 
— Ar justis, c'hwi 'gred enni c'hoazh ?
— Evel ar Werc'hez Vari eo ar justis : pa n'he gweler ket ur wech an amzer en em stailh an douetañs.
  • Michel Audiard • Pile ou face • Robert Enrico • 1980

— Ur gwerzher taolennoù zo ul laer enrollet e Marilh ar c'henwerzh.
  • Michel Audiard • Le guignolo • Georges Lautner • 1980

Bloavezhioù 1980

kemmañ
— Graspet 'm eus ma dorn.
— Gwazh a-se 'vidout, 'poa nemet kemer manegoù ! O, met n'eo netra...
— N'on ket sur. Anout a ran un truchon, graspet eo bet, kontammet eo bet, ha troet eo da vouzar ha mut !
  • Michel Blanc • Viens chez moi, j'habite chez une copine • Patrice Leconte • 1981

— Un avel nevez zo o c'hwezhañ war ar vro, avel an dizalc'h eo. Ha degas a ra gantañ labous ar frankiz, a laosko vi an demokratelezh dik war da glopenn !
  • Hal Dresner • The Gay Blade • Peter Medak • 1981

— Semplañ a reas Raffaello Sanzio kentañ gwech ma arvestas sel ar Chapel Sistina.
— Perak ? N'en doa ket debret ?
 
— Skañvaat an tennderioù a ra ar rev, o devoudañ a ra ar garantez.
  • Woody Allen • A Midsummer Night's Sex Comedy • Woody Allen • 1982

— N'em eus gwir da welout ma mab nemet e-pad ur sizhunvezh bep bloaz !.
— Dleet e oa deoc'h goprañ gwelloc'h alvokad. N'eo ket reizh e gaout keit all !
  • Carol Sobieski • The Toy • Richard Donner • 1982 [12]

— Darbet eo bet din dimeziñ gant Caroline de Monaco. Ha neuze n'eo ket bet graet. Un istor TGO[13], ur goniri.
  • Philippe Galland & Gérard Jugnot • Le quart d'heure américain • Philippe Galland • 1982

— Perak e lakaez aspirin en da champagn ?
— Poan-benn a dapan gant ar champagn.
  • Israel Horovitz • Author! Author! • Arthur Hiller • 1982

— Koant eo, met pa gomzer dezhañ ne gompren ket an holl verboù.
 
— Bet em eus ur gaezouregezh na bedfen ket da'm gwashañ enebour.
  • Michel Blanc • Ma femme s'appelle Reviens • Patrice Leconte • 1982

— Met chabous amourouzed eo kement-se ! Ha dimezet oc'h ? Ha biskoazh n'eus bet tabut etrezoc'h-c'hwi ?
— Ya, met biskoazh a-daolioù houarn soudañ.
— Ma, abalamour ma n'eus ket ur biteller ac'hanoc'h !
  • Jean-Marie Poiré • Le père Noël est une ordure • Jean-Marie Poiré • 1982

— Ar straed veur, keodedad ?
— Pe hini ? Evidon-me, ar straed veur eo an hini m'emañ ar muiañ a davarnioù !
  • Jean Yanne • Deux heures moins le quart avant Jésus-Christ • Jean Yanne • 1982

— Distag un dornad sonn da'm fas mar fell dit, dellezek on, setu ma groñch, met kemenn a ran dit ne gemmo ket skoulmoù ar gudenn.
  • Bertrand Blier & Gérard Brach • La femme de mon pote • Bertrand Blier • 1983

— Mar gall ar muntrañ daouzek den digablus saveteiñ buhez un den hepken e talvez ar boan !
  • George Gipe, Steve Martin & Carl Reiner • The Man with Two Brains • Carl Reiner • 1983

— Pe skourr e oa hini ma zad-kozh ?
— Ar brederouriezh.
— Ha tu zo da ober arc'hant gant ar brederouriezh ?
— O ya, mard eo an hini vat.
  • Neil Simon • Max Dugan • Herbert Ross • 1983

— Ma moereb Rose... Tamm ebet ur gaerenn... Tennañ a rae d'ur penefi bet prenet en ur stal bouedennoù bev.
  • Woody Allen • Broadway Danny Rose • Woody Allen • 1984

— Evit a sell ouzh perzhded e skiant-varn emañ Bob tamm-pe-damm a-live gant Custer ha Nixon.
  • Jonathan Reynolds • Micki & Maude • Blake Edwards • 1984

— Mar gouijes a-zivout ar c'hezeg evel ma ouzez a-zivout ar wazed e vije godellet pevarad warc'hoazh.
— Nemet ne'm eus biskoazh kousket gant kezeg !
  • Didier Kaminka • Les ripoux • Claude Zidi • 1984

— Un den en e unan enep dek kommando eus an dibab ? Met da biv e lakait an den-se ? Da Zoue ?
— Ket. Doue en dije truez. Eñ n'en deus ket.
  • James Cameron & Sylvester Stallone • Rambo: First Blood Part II • George Pan Cosmatos • 1985

— N'eo ket brav, labourerezed !
— Ne c'heller ket kaout gisti hepken.
— Ha petra 'virje ? Labourerien ha gisti, evel-se da nebeutañ e ouije an den perak e labour.
  • Michel Audiard • On ne meurt que deux fois • Jacques Deray • 1985

— Petra an diaoul eo se ?
Sushi eo.
Sushi ?
— Riz, pesked kriz ha bezhin.
— N'out ket evit gouzañv teod ur paotr ez kenoù hag e teuez a-benn da zebriñ se ?
  • John Hughes • The Breakfast Club • John Hughes • 1985

— Sikilianed e vije gwell dezho debriñ o bugale eget dispign o arc'hant — ha Doue 'oar e karont o bugale !
  • Richard Condon & Janet Roach • Prizzi's Honor • John Huston • 1985

Ar c'helenner : Me zo unan eus an dud-se na garer ket d'ar c'hentañ gwel. Met c'hwi 'welo, diouzhtu pa'm anavezot un tammig gwelloc'h em c'hasaot.
  • Andrew Bergman • Fletch • Michael Ritchie • 1985

— Dav 'vije d'an dud rediañ bepred o bugale da vont da arzourien. Nebeutoc'h e vije.
  • Elvire Murail & Jean-Charles Tacchella • Escalier C • Jean-Charles Tacchella • 1985

— Bet on en ur stal ha prenet em eus ur fuzuilh. Darev e oan da... Te 'wel, m'o dije lavaret din em boa ur yoc'henn, e vijen en em lazhet. An dra nemetañ en dije gallet mirout ouzhin eo em bije doaniet ma zud. Ret e vije bet din o lazhañ da gentañ. Hag un eontr hag ur voereb am eus, ouzhpenn... E berr gomzoù, ur poullad gwad e vije bet en diwezh.
  • Woody Allen • Hannah and Her Sisters • Woody Allen • 1986

— Ha neuze, en diwezh, kalz traoù hoc'h eus laeret diganimp ?
— Ar brizhvoaz : bravigoù, foulinennoù, arc'hant laosk... Netra treboulus da vat.
— Ar beorien... Lakaat o frankiz en arvar evit laerezh hon enoe...
 
— Ha tu zo da c'houzout penaos e rez ?
— Petra 'vit ober ?
— Ma, evit kaout kement a segal, da skouer.
— Kaz chakodoù zo ganin ! Ar segal a ranker tapout el lec'h m'emañ, pezh beulke ! E pep lec'h emañ ! Redek a ra dre ar c'hanoù-dour ! Gra eveldon : n'eus nemet stouiñ evit e zastum... Skuizhet out gant ar stouiñ ? Bresk eo da zargreiz ?
  • Bertrand Blier • Tenue de soirée • Bertrand Blier • 1986

— Ha n'ouzit ket ez eo sañset an dud a zoug armoù kaout ur c'hemplezh a istalvoudegezh ?
— Ha gwir eo ? Pa soñjan em eus kredet a-viskoazh e oa trawalc'h kaout un aotre !
 
— Ur sigoter zo ac'hanon.
— N'ouien ket. Un demokrat zo ac'hanon-me.
 
— Perak e vez atav ar c'hirri gwellañ gant al laeron ?
  • Gary DeVore & Jimmy Huston • Running Scared • Peter Hyams • 1986

— Lavarit din 'ta, kentañ eo din gwelout ur Sinaad hag a oar yiddish.
— Na lavarit grik dezhañ, krediñ a ra dezhañ bout o teskiñ saozneg.
  • Gérard Krawczyk • Je hais les acteurs • Gérard Krawczyk • 1986

— Un tapis graet diwar blev tud zo bet kavet gant ar polis en e ranndi !
— Ha neuze, aotrou 'r barner, an amvlizidigezh n'eo ket un torfed !
  • Harold Ramis & PJ Torokvei • Armed and Dangerous • Mark L. Lester • 1986

— Brasañ souezhadenn a c'hall ur genaoueg ober eo ehanañ.
  • Dominique Chaussois • Le Moustachu • Dominique Chaussois • 1987

 
The Untouchable troet da anv ur stal ginkladur en UK, 2008
— Aesoc'h eo d'an den disoc'h eus e daol gant ur ger flour hag ur gegel-doull[14] eget gant ur ger flour hepken.
  • David Mamet • The Untouchables • Brian de Palma • 1987

— Ur bladenn gant Mantovani ? Mantovani a gasont d'an anhuneien n'o deus mui an drammoù kreñvañ efed ebet warno !
  • Mitch Markowitz • Good Morning, Vietnam • Barry Levison • 1987

— En diwezh, biken ne vo ur gudenn ker padus hag un diskoulm...
  • Harvey Fierstein • Torch Song Trilogy • Paul Bogart • 1988

— Degasadenn Bro-Saoz d'ar vouedoniezh : ar chips.
  • John Cleese • A Fish Called Wanda • Charles Crichton • 1988

— Hag emaoc'h o tebriñ un domatezenn pe ho fri eo ?
  • Gérard Jugnot, Christian Biegalski & Jean-Bernard Pouy • Sans peur et sans reproche • Gérard Jugnot • 1988

— Da Florida ez a ar maouezed en oad ganti peurliesañ, perak e fell dezhi mont da Vermont ?
— Ar yenijenn a blij dezhi.
— Reizh eo. Ganti eo bet ijinet.
  • Eric Roth • Memories of Me • Henry Winkler • 1988

— Steuziet out eus an eil devezh d'egile hep lezel ur gerig din zoken. Biskoazh n'ec'h eus respontet d'al lizheroù am eus kaset dit.
— Biskoazh ne'm eus digoret anezho. O diregiñ a raen hag o stlepel en tan.
— Ah mat. 'Peus ket bet neuze chekenn ar milion a lurioù bet laeset dit gant da eontr ?
  • Jerry Zucker • The Naked Gun: From the Files of Police Squad! • David Zucker • 1988

— Ur bed bleizi eo arzoù an arvestoù. Gwashoc'h c'hoazh eget ur bed bleizi. Ur bed ma ne vezer ket galvet en-dro gant ar bleizi eo.
 
— Ar wech diwezhañ m'on aet tre en ur vaouez e oa e delwenn ar Frankiz.
  • Woody Allen • Crimes and Misdemeanors • Woody Allen • 1989

— Muioc'h a vlev zo en ho fri eget en hini ma zadig...
— Trugarez dit evit bout merzet.
— Reizh eo. Ur mous on. Ma c'hrog eo.
  • John Hughes • Uncle Buck • John Hughes • 1989

— Ma zud n'int ket speredoù frank da vat. Evito, bout ur spered krouer zo prenañ izelbriz ha gwerzhañ d'ar priz uhelañ.
  • Alan Alda • Betsy's Wedding • Alan Alda • 1990

— Un arm eo an armerzh. Labour ar politikerezh eo gouzout pegoulz pouezañ war ar bluenn.
  • Mario Puzo • The Godfather: Part III • Francis Ford Coppola • 1990

— Met ken disheñvel diouzhimp eo an dud pinvidik neuze...
— Ya, muioc'h a arc'hant o deus.
  • Jacques Audiberti (aozer ar romant) • Nouvelle vague • Jean-Luc Godard • 1990

— Ar ribouilhoù, ne c'hallan ket ken. Mennet on d'ober ur vicher onest gant onestiz.
— Mennet out da guitaat ar polis ?
  • Didier Kaminka • Ripoux contre ripoux • Claude Zidi • 1990

Bloavezhioù 1990

kemmañ
— N'eus nemet un doare karantez padus, an droukkarantez eo. Dalc'hmat-atav e chom ganeoc'h.
  • Woody Allen • Shadows and Fog • Woody Allen • 1991

— O, ne santan mui ma zreid !
— Chañs hoc'h eus !
  • Gérard Jugnot & Philippe Lopes-Curval • Une époque formidable • Gérard Jugnot • 1991

— Un abeg zo rekis d'ar merc'hed evit orgediñ, ul lec'h d'ar wazed.
 
— Da 40 vloaz e teu teurenn hag un adelgezh dit, kregiñ ar ra ar sonerezh da vout re greñv hag unan eus da vignonezed eus ar skol-veur a dro da vamm-gozh. Da 50 vloaz ez out oberataet evit un draig, te 'lâr n'eo nemet ur furmelad, met un oberatadenn eo. Da 60 vloaz ez pez un oberatadenn bounner, kreñvoc'h c'hoazh eo ar sonerezh, met n'eo ket gwall dra pa n'e glevez mui. Da 70 vloaz, da wreg ha te a ya war o leve war ar Riviera, a dap koan da c'hwec'h eur, merenn da zek eur ha pred-mintin en derc'hent da noz. Hag an darn vrasañ eus an devezh a dremenit er gourmarc'had o klask merk nevesañ ar yaourtoù bio en ur glask gouzout : "Perak ne c'halv ket ar vugale ?".
  • Lowell Ganz & Babaloo Mandel • City Slickers • Ron Underwood • 1991

— Tremen a ran ma amzer etre New York hag Angoulême.
— N'anavezan ket Angoulême.
— N'eo ket ken bev-buhezek ha New York.
  • Didier Kaminka • La totale ! • Claude Zidi • 1991

— Ur pred a-bezh eo Tolstoy. Tourgeniev, d'am soñj, zo un dibenn-pred dreist. Setu penaos e welan anezho.
— Ha Dostoyevskiy ?
— Dostoyevskiy zo ur pred a-bezh astennet gant ur bilulennad vitaminoù hag eginoù gwinizh.
 
— Ar wech nemeti m'o doa bet Rifkin hag e wreg un oriadell gempred eo p'o doa dibriedet.
  • Woody Allen • Husbands and Wives • Woody Allen • 1992

— Emaon o tont dik goude emvod an Alkooleien Dizanv.
— O, Larry, n'ouien ket ez poa ur gudenn gant an alkool...
— Ne'm eus ket, met hiziv an deiz ez eo du-hont e vez tonket ar gwellañ marc'hadoù !
  • Michael Tolkin • The Player • Robert Altman • 1992

— Mard out portorikan ha mard eus ur vaouez wenn goant-tre ez karr, e werzhez dramm. Ha mard eus ur vaouez wenn divalav-mezh ez karr, e kemerez dramm.
  • Luis Caballero & Ben Model • Puerto Rican Mambo (Not a Musical) • Ben Model • 1992

— Bewech ma'z an d'ar c'harrdi e sellont ouzhin evel pa vefen diot, hag e lavaront din : « an enaouiñ eo, Itron gaer » evel pa ouifen petra eo an enaouiñ. Pezh a ouzon, bepred, eo e koust an enaouiñ 50 dollar, padal « an enaouiñ eo, Itron gaer » a goust 200 dollar !
  • Gail Singer • Wisecracks • Gail Singer • 1992

— N'eus netra fall ennout ha na c'hallfe ket bout trec'het gant ur moustradig Prozac® hag ur mailh polo.
 
— Gant ar sport eo bet kemmet ma buhez !
— Gwell eo din skoaniañ.
  • Woody Allen • Manhattan Murder Mystery • Woody Allen • 1993

— Evel vakañsoù e oa, evel devezhioù hep euriadur, tavoù hep rebechoù, kaozioù vil diskorpul... Promesaoù deizioù eürus e oant : un droiad hep maouezed !
  • Patrice Leconte • Tango • Patrice Leconte • 1993

— Un doue zo ac'hanon. An Doue n'on ket – ma, ne soñj ket din.
  • Danny Rubin • Groundhog Day • Harold Ramis • 1993

— Livañ a ran evel Gauguin hag e vennit ma lakaat da livañ evel Van Gogh... Ha merzhout a rit e c'houlennit diganin dilezel ma natur arzel ?
  • Frédéric Blum • Les faussaires • Frédéric Blum • 1994

— Sot da stagañ eo ar beorien. Oristaled zo ac'hanomp-ni, ar binvidien !
  • Graham Yost • Speed • Jan De Bont • 1994

— Ha merzet hoc'h eus ez eo 9 sifr diwezhañ an holl brizioù ?
  • Kevin Smith • Clerks • Kevin Smith • 1994

— Pezh zo mat gant ar ruzderioù eo ne soñjer mui er remm.
  • Jean Cosmos • La fille de d'Artagnan • Bertrand Tavernier • 1994

— Piv zo o ren, te pe mammig ?
— Piv zo o ren ? Goulenn a rez ? Me zo o ren. Da vamm ne ra nemet kemer an disentezioù.
  • Woody Allen • Mighty Aphrodite • Woody Allen • 1995

— En darn vuiañ eus ar c'hêrioù bras e oar an dud tremen hep emellout en aferioù an dud all. Erbedet e vez d'ar merc'hed na krial forzh o buhez pa vezont taget. Ret eo gervel d'an tan. Den ne zeuio mar chouit forzh.
  • Andrew Kevin Walker • Se7en • David Fincher • 1995

— Ne vagan netra enep ar skiant... Te 'oar, me, etre an aerreizhañ hag ar pab, me 'zibab an aerreizhañ. [15]
  • Woody Allen • Deconstructing Harry • Woody Allen • 1997

— Unan bennak en deus galvet Afghanistan eus ma fellgomzer ! Afghanistan ! Biskoazh ne'm eus komzet da zen en Afghanistan, n'anavezan den ebet en Afghanistan, ha zoken pa anavezjen un den bennak eno ne ziwanje ket em fenn komz d'un Afghan e-pad teir eurvezh ! Biskoazh ne'm eus komzet da'm zad-me e-pad teir eurvezh, zoken !
  • Channing Gibson • Lethal Weapon 4 • Richard Donner • 1998

— Pet a dud e fellfe dezho flodañ an telloù ha pegement a flod ? Gwelout a rit, bout dinerzh eo bout onest.
 
— Atav e vezan laouen pa welan ur politiker gant e zaouarn en e chakodoù-eñ.
  • Michel Grisolia • Vidange • Jean-Pierre Mocky • 1998

 
Un Taxi eus an dibab !
— He, Émilien ! Unan a-zoare hon eus, aze, evit da levr gourc'heier. Selaou, un taksi a-hed ar porzh. Pegement ?
— 140 ?
— Dre se eo tremenet, ya. Ha goude, lakaet en deus en eil tizh.
  • Luc Besson • Taxi • Gérard Pirès • 1998

— Jean-Patrice Benjamin eo e anv, met er maodierndi e reer Ducon anezhañ. E niverenn a gavot el levr pellgomz... Dindan "Benjamin", hañ, ket dindan "Ducon".
  • Francis Veber • Le dîner de cons • Francis Veber • 1998

— Ur wech tremenet an oad a 40 vloaz, pep tra a dro da vallus.
  • Michel Blanc • Mauvaise passe • Michel Blanc • 1999

— Ne'm eus ket c'hoant da vervel !
— Petra 'peus c'hoant neuze ?
— C'hoant 'm eus da vont d'ar sinema.
— Petra da welout ?
— Ha traoù bourrus zo er mare-mañ ?
— Bez' ez eus ur film trefuus anvet Kompezenn hurennek. Un istor a c'hoarvez en Norzh. Diwar-benn anken an den dilabour pa sell ouzh e derril. E gwenn ha du eo. C'hoariet gant amatourien.
— Kit dezhi ! Tortit-me ! [16]
  • Bertrand Blier • Les acteurs • Bertrand Blier • 2000

— Te 'gred dit ?
— Evel-just.
— Diskiant eo 'vat !
— Hor reizhiad dilenn ivez, ar pezh na vir ket ouzhimp a vouezhiañ.
  • David Mamet • State and Main • David Mamet • 2000

— Me 'labour startoc'h c'hoazh eget Doue e-unan. Mar bijen bet gopret gantañ e vije bet echuet ar bed da Veurzh da veure.
 
— Ma Doue, maodiern an Difenn en Irak zo o paouez en em lazhañ !
— O... Ha mat eo pe get?
  • Stuart Blumberg • Keeping the Faith • Edward Norton • 2000

— Penaos eo, Washington ?
— Lavaret e vije Kolkata[17]. Nemet ez eus 15 000 dollar a zilhad en-dro d'ar glaskerien-vara, ha ne lavaront ket trugarez.
  • Stephen Gaghan • Traffic • Steven Soderbergh • 2000

Bloavezhioù 2000

kemmañ
— Te 'wel, edon o soñjal, aze, en ur sellout ouzhit oc'h amanennañ ent-diarzoug da dammoù bara, gwir a lavare de Gaulle, ur peñse eo ar gozhni. Petra 'soñj dit ?
— N'ouzon ket, ne bolitikan ket.
  • Jean-Paul Lilienfeld • HS - Hors Service • Jean-Paul Lilienfeld • 2001

— An aktourien n'int ket loened. Tud int.
— Tud ? Ha debret ec'h eus gant un aktour dija ?
  • Mel Brooks & Thomas Meehan • The Producers • Susan Stroman • 2005

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) Le Cherche Midi Éditeur : Rire c'est vivre, Bagneux, Sélection du Reader's Digest, 2005 (ISBN 978-2-7098-1668-7)

Liammoù diavaez

kemmañ

Pennad kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Skritell The first "All Talking" picture
  2. Pilored grotilh : Venerupis aurea.
  3. Film turk ; sinet Detlef Sierck gant D. Sirk.
  4. Absint : geriadur Favereau ; un died alkoolek graet diwar huelenn-c'hwerv Artemisia absinthium.
  5. Nahouatleg evit "pimant" (Capsicum sp.)
  6. Melville hepken eo anv ar filmaozer war ar skritell orin.
  7. Peinture abstraite: "liverezh difetis" e TermOfis, "livouriezh solluniek" e Geriadur Ménard.
  8. Louzaouiñ : flinguer (Geriadur Ménard p.588-b).
  9. Sez ar Polis lezvarnel e Paris betek miz Even 2017.
  10. Vahine : Tahitieg evit "maouez".
  11. "Sans tambour ni trompette" : sioul-sibouron (Geriadur Ménard).
  12. Film stadunanat savet diwar senario an hini gall Le jouet • Francis Weber • 1976
  13. Taos war ar Gwerzh Ouzhpennet (TermOfis).
  14. Kegel-doull : flingue (Devri).
  15. Aerreizhañ : (en) air conditioning, (fr) climatisation, troidigezh studiet gant TermOfis.
  16. Tortañ, tortiñ : w:br:Tunodo evit "lazhañ".
  17. Calcutta betek 2001.