Wikiarroud:Menegit ho taveoù

Rankout a ra pep arroudenn bezañ liammet d’un dave resis ha solius, da skouer : ul levr, ur pennad en ur gazetenn, ul lec’hienn genrouedad sirius. Pouezus-kenañ eo evit arroudoù dre ma klever fals-arroudoù alies, ha lavaret gant tud a feiz vat.

Penaos ober kemmañ

Evit menegiñ un dave e c’heller ober gant ar patromoù-mañ :

Evit an arroudoù dizave e c’heller lakaat ar patrom Patrom:Daveoù a vank.

Bezit resis kemmañ

N’eo ket a-walc’h reiñ anv un den, ur bloaz, ul lec’h. Titl ul levr pe ur pennad, anv an aozer, an deiziad m’eo bet embannet zo kalz gwelloc’h dija, ha gwelloc’h c’hoazh eo reiñ ul liamm war-du ar pennad pe al levr evit ma c’heller e lenn en-linenn. Evit arroudoù koz (impalaerien roman, prederourien gresian…) e kaver alies ar skrid er Wikimammenn, e brezhoneg, galleg, saozneg, ha perak ket latin pe gresianeg.

Dibabit daveoù sirius ha solius kemmañ

Kalz dastumadoù arroudoù zo war ar Genrouedad, ha peurliesañ ne vez ket gwiriet an arroudoù, na roet daveenn ebet. Kement-se ne vez ket graet e Wikiarroud. Gwelloc’h chom hep embann un arroudenn eget en ober hep daveenn ebet, pe gant un daveenn dister.