Roparz Hemon
Roparz Hemon (anv-pluenn Louis-Paul Nemo ; Brestr, 18 a viz Du 1900 – Dublin, 29 a viz Mezheven 1978), skrivagner, yezhoniour ha geriadurour breton.
Ur Breizhad oc’h adkavout Breizh (1972)
kemmañEn hevelep doare m'hon eus ezhomm evit traoù ar c'horf eus skoazell an Denelezh a-bezh, evit traoù ar spered hon eus ezhomm eus ar Bed-holl. Ul lezenn a
gemerhag aroa stag kenetrezo holl bobloù ar Bed. Hag o teurel ur sell ouzh an istor, e welomp n'eus kresket biskoazh sevenadur ebet hep skor ar sevenadurioù all.
• Pajenn 23.
Dieubomp ar Spered, ha dieubet e vo pep tra.
• Pajenn 29.
Tremen a c'hellomp hep ar galleg. Bremañ ez in c'hoazh pelloc'h : evel Breizhiz e tleomp tremen hepzañ[1]. Rannvroelezh a gerzh a-unan gant divyezhegezh. Broadelezh a-unan gant unyezhegezh. Ar galleg en hor skolioù a zo spered Bro-C'hall en hon touez. Ha keit ha ma vo spered Bro-C'hall en hon touez e vo hor broadelezh en argoll.
• Pajennoù 127-128.
Ar brezhoneg evidomp eo ar frankiz, ar galleg ar sklaverezh. Petra a ra dimp bezañ gouiziek, ma ne c'hellomp ket bezañ dishual ?
• Pajenn 130.
N'eo ket gant ar viskoulenn e tesk ar valafenn nijal.
• Pajenn 210.
Levrlennadur
kemmañ- Ur Breizhad oc'h adkavout Breizh, Al Liamm, 1972
Notennoù
kemmañ- ↑ Hepzañ : sic.