Lord Acton
John Emerich Edward Dalberg(10 a viz Genver 1834 – 19 a viz Mezheven 1902), kentañ baron Acton ha trizekvet markiz Groppoli, a oa un istorour, ur politiker hag ur skrivagner saoz.
Brudetoc'h eo e brezegennoù eget e levrioù.
◆ Ar veli a vreign an den ; diharz eo breinadur ar veli diharz.
- Power tends to corrupt; absolute power corrupts absolutely.[1]
◆ N'eus ket un den ha n'en dije ket un aluzon da c'houlenn : ur mousc'hoarzh, pe ur stardadenn dorn, pe ur sell karadek.
- There is not a soul who does not have to beg alms of another, either a smile, a handshake, or a fond eye.
◆ An droug nemetañ en demokratelezh eo tiranterezh ar brasañ niver, pe gentoc'h ar gevrenn-se, ha ne vez ket atav ar brasañ niver, a zeu a-benn, dre nerzh pe dre laer, da aozañ un dilennadeg.
- The one pervading evil of democracy is the tyranny of the majority, or rather of that party, not always the majority, that succeeds, by force or fraud, in carrying elections.
◆ Na vezit ket laouen gant al levr gwellañ ; klaskit gouleier ouzhpenn er re all ; arabat eo deoc'h kaout levrioù muiañ-karet.
- Be not content with the best book; seek sidelights from the others; have no favourites.
◆ [An Istor] n'eo ket ur samm war an eñvor, ur sklêrijenn war an ene eo.
- [History is] not a burden on the memory but an illumination of the soul.[2]
◆ Ha dalc'hit soñj, el lec'h m'emañ ar veli etre un nebeud daouarn, re alies e vez kemeret ar stur gant tud o spered torfedourien. Gant an Istor ez eo bet prouet kement-se.
- And remember, where you have a concentration of power in a few hands, all too frequently men with the mentality of gangsters get control. History has proven that.
◆ An dud enep ar bankoù eo ar gudenn a zo padet a-hed ar c'hantvedoù, hag a vo ret stourm outi abred pe ziwezhat.
- The issue which has swept down the centuries and which will have to be fought sooner or later is the people versus the banks.