Marcus Valerius Martialis, bet ganet war-dro 40 A.D. e Bilbilis e biz Hispania, a oa ur barzh roman anavezet ivez evel « Marsial ».

Martialis

Skrivet en deus barzhonegoù berr ha flemmus, an Epigrammata.

Epigrammata kemmañ

Fallakr eo ma barzhonegoù, glan avat ma buhez.

Lasciva est nobis pagina, vita proba[1].


Re ziwezhat eo bevañ warc'hoazh : bev hiziv.

Sera nimis vita est crastina: vive hodie[2].


Mar deu ar c’hlod war-lerc’h ar marv, warnon n’eus ket mall.

Si post fata venit gloria, non propero[3].


Em oberenn Tud-Varc’h, Gorgonezed, Herpidaed ne gavi : c’hwezh an den em fajenn hepken a glevi.

Non hic Centauros, non Gorgonas Harpyiasque invenies : hominem nostra pagina sapit[4].


Pediñ rez tri c’hant den ha n’anavezan ket ha me ne zeuan ket goude ma’z on pedet ; souezhet out, pa glemmez betek klask rev ouzhin : koaniañ ma-unan, Fabullus, ne blij ket din.

Ignotos mihi cum voces trecentos quare non veniam vocatis ad te ; miraris quereris que litigasque : solus ceno, Fabulle, non libenter[5].


Meuleudi e tri c’hant gwerzenn, Sabellus, a ganez da gibelldi Ponticus, a ro koan ken mat ; koaniañ a fell dit, Sabellus, n’eo ket en em walc’hiñ.

Laudas balnea versibus trecentis cenantis bene Pontici, Sabelle : vis cenare, Sabelle, non lavari[6].


Daveoù kemmañ

  1. (la) Epigrammaton, levrenn 1, Marcus Valerius Martialis, pennad 4 — Lenn war ar Wikimammenn.
  2. (la) Epigrammaton, levrenn 1, Marcus Valerius Martialis, pennad 15 — Lenn war ar Wikimammenn.
  3. (la) Epigrammaton, levrenn 5, Marcus Valerius Martialis, pennad 10 — Lenn war ar Wikimammenn.
  4. (la) Epigrammaton, levrenn 10, Marcus Valerius Martialis, pennad 4 — Lenn war ar Wikimammenn.
  5. (la) Epigrammaton, levrenn 11, Marcus Valerius Martialis, pennad 35 — Lenn war ar Wikimammenn.
  6. (la) Epigrammaton, levrenn 9, Marcus Valerius Martialis, pennad 19 — Lenn war ar Wikimammenn.