William Henry Gates Ⅲ (ganet d’an 28 a viz Here 1955) zo bet kendiazezer ar gompagnunezh Microsoft ; unan eus an dud pinvidikañ er bed eo.

Bill Gates d'an 8 a viz Du 2019

Fals-arroudoù kemmañ

640 k a rankfe bezañ a-walc’h evit an holl.

640 k ought to be enough for anybody[1].

640 kB (640×1024 eizhbit) a oa kalzik a vemor e 1981, pa oa deuet an IBM PC er-maez, met ne oa ket a-walc’h tamm ebet un nebeud bloavezhioù diwezhatoc'h. Alies ez eo bet lavaret dre fazi en devije Bill Gates lavaret kement-se.


Daveoù kemmañ