Voltaire : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Skeudenn
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:D'après Maurice Quentin de La Tour, Portrait de Voltaire, détail du visage (château de Ferney).jpg|thumb|'''Voltaire''', ''circa'' 1736]]
'''François-Marie Arouet''' (1694-1778), brudet evel '''[[w:Voltaire|Voltaire]]''' (1694-1778), zoa oa ur skivagner ha prederour gallek.
==Arroudoù==
 
;Anterinouriezh
==''Dictionnaire philosophique''==
*Ar pezh eo an trelat d'an derzhienn, ar gounnar d'ar vrouez eo an anterinouriezh d'ar vrizhkredenn. — ''Dictionnaire philosophique'' (1764)
===Antropofaged===
*Bosenn an eneoù eo an anterinouriezh. — ''Dictionnaire philosophique'' (1764)
;Baradoz
*El lec'h m'emaon emañ ar baradoz war an Douar. — ''Satires, le Mondain'' (1736)
;Breinadur
*Ur skouer fall hepken, ur wech roet, zo gouest da breinañ ur vroad hepken en he fezh, hag ar boaz a dro da vac'homerezh. — ''Dictionnaire philosophique'' (1764)
;Brezel
*<span style="font-variant:small-caps;">guerre</span> : ar pezh a zo boemus en embregadenn ifern-se eo e laka pep penn muntrerien bennigañ e vannieloù en ur aspediñ Doue solenn kent mont da ziouennañ e hentez. — ''Dictionnaire ;Brizhkredennoù
*Ar brizhkredennoù a laka ar bed a-bezh er flammennoù ; gant ar brederouriezh e vezont mouget. — ''Dictionnaire philosophique'' (1764)
;Emdroadur
*Brav-tre eo kement-se, met diaes eo din krediñ etiskennan eus ar moru. — ''Les colimaçons du reverend père L'Escarbotier'' (1769) <ref>Keñver ebet gant ''On the Origin of Species'' Charles Darwin (1809–1882).</ref>
;Entanoù
*An avelioù hag a laka koeñv e gouelioù al lestr eo an entanoù : e liñvañ a reont a-wechoù, met hepto ne c'hellfe ket merdeiñ. — ''Zadig ou la Destinée'' (1748)
;Frankiz eztaoliñ
*Gwir kement den frank eo ar gwir da lavarout ha da voullañ ar pezh a soñj, ne oufed ket e lemel dioutañ hep bout un tirant eus ar re washañ. — ''Question sur les miracles'' (1765)
;Gwallgomz
*Ar gwallgomz, an tech kuzh-se en ene da zrouksoñjal a-zivout an holl dud. — ''Dictionnaire philosophique'' (1764)
;Hevoud
*Kement ha mil bloaz en Istor e talvez ur frapad hevoud. — ''Commentaire historique'' (1776)
;Jedoniezh
*Seul zoujetoc'h e voe galloud an niveroù en hon touezma ne gomprenemp netra enno. — ''Dictionnaire philosophique'' (1764)
;Kendoujañs
*An dizunvan eo gwashañ droug mab-den, hag ar c'hendoujañs eo ar remed. — ''Dictionnaire philosophique'' (1764)
*Un ali divarn eo ar rakvarn. — ''Dictionnaire philosophique'' (1764)
;Kened
*Goulennit digant un touseg petra eo ar gened, respont a raio deoc'h ez eo e dousegez. — ''Dictionnaire philosophique'' (1764)
;Kerent
*Enor da dad ha da vamm, mar fell dit bevañ pell. — ''Dictionnaire philosophique'' (1764)
;Komz
*Fall e komz an den bepred pa n'en devez netra da lavarout. — ''Commentaires sur Corneille'' (1764)
;Kouer
*Kavet eo bet, dre bolitikerezh mat, an doare kuzh da lakaat da vervel gant an naon ar re hag a laka, dre c'hounit an douar, ar re all da vevañ. — ''[https://archive.org/details/lesottisierdevol00volt/page/84 Le Sottisier]'' (1778) <ref>Dornskrid bet prenet gant an impalaerezh Yekaterina II Rusia ; biskoazh ne oa bet moullet kent marv ar prederour.</ref>
;Kristeniezh
*Ar gristeniezh eo ar vrizhkredenn fallakrañ o tiotaat an dud hag o wastañ an douar biskoazh. — ''Lettre à d'Argence'' (11 Here 1763)
;Labour
*Tri droug a vez kaset pell diouzhimp gant al labour : an hirnez, ar gwalldechoù hag an ezhomm. — ''Candide ou l'Optimiste'' (1759))
;Levr
*Un amzer hir-meurbet ha pasianted ur sant zo rekis e vit ober ul levr mat. — ''Lettre à madame du Deffand'' (1<sup>añ</sup> Du 1773)
;Loened
*Evel al loened eo an dud : ar re vras a zebr ar re vihan hag ar re vihan o flemm. — ''Le Sottisier'' (1778)
;Mab-den
*An dud zo amprevaned o plaouiañ an eil re ar re all warun atomennig fank. — ''Zadig ou la Destinée'' (1748)
*Ra c'hallo an holl dud kounaat ez int holl vreudeur ha c'hoarezed. ''Prière à Dieu'' (1763)
;Mad
*Un nebeud mad am eus graet ; ma oberenn wellañ eo. — ''Epître à Horace'' (1772)
;Madelezh
*Didalvez eo an den ha na dalv nemet dezhañ e-unan. — ''Sept discours en vers sur l'Homme'' (1738)
;Mezeien
*Ur mezeg zo un den hag a skuilh drammoù a anavez nebeut en ur c'horf a anavez nebeutoc'h. — ''Épigrammes'' (1738)
;Narkizegezh
*Gant an oad e vez mouget an holl entanoù ; karantez-an-unan nepred ne varv. ''Épîtres, stances et odes'' (1769)
;Pediñ
*Pediñ Doue zo fougeal bout gouest da gemmañ an natur dre gomzoù. — ''Le Sottisier'' (1778)
;Plijadur
*Ar blijadur eo abeg, dever ha pal an holl voudoù poellek. — ''Épîtres, stances et odes'' (1769)
;Politikerezh
*Dizunaniñ a-benn ren ; setu e bolitikerezh. — ''Don Pèdre, roi de Castille'' (1774)
;Prosez
*Gwell eo risklañ saveteiñ ur c'habluz eget kondaoniñ un den digablus. — ''Zadig ou la Destinée'' (1748)
;Québec
*Gouzout a rit emañ an div vroad-se en ur brezel evit un nebeud keñverioù erc'h kostez Kanada, hag e tispignont kalz evit ar brezel kaer-se kalz muioc'h eget talvoudegezh Kanada en e bezh. — ''Candide ou l'Optimiste'' (1759))
;Sklaverezh
*Ar sklav a gont dezho e istor, perak ez eus bet troc'het ur c'har hag un dorn dezhañ gant e vestr, ha lavarout a ra en diwezh : <q>D'ar priz-se e tebrit sukr en Europa</q>. — ''Candide ou l'Optimiste'' (1759))
;Skritur
*Livadur ar vouezh eo ar skritur. — ''Dictionnaire philosophique'' (1764))
;Spered
*D'ar re a laka ar speredoù en o frankiz dre nerzh ar wirionez, ha neket d'ar re a ra sklaved diouto dre feulster an diotiz hag an diouiziegezh e tleomp doujañ. — ''Lettres anglaises ou Lettres philosophiques'' (1734)
<!--<div style="background-color:#eee; padding:0px 10px 10px 10px;">
==Diasur==
;Evezhiegezh
*An dud evezhiekañ eo an deodeien : komz a reont da lavarout netra.
;Mezegiezh
*Diduiñ ar c'hlañvad e-keit ha m'emañ an natur ouzh e bareañ eo arz ar vezegiezh.
***Doare kentañ, divammenn***
;Antropofaged
Eus ar garantez hon eus graet kaoz. Kalet eo tremen eus tud a bok d'ar re all da dud a zebr ar re all. Re wir eo ez eus bet debrerien-tud; kavet ez eus bet lod en Amerika; marteze ez eus lod all c'hoazh, hag ar gigloped ne oant ket ar re nemeto en henamzer a en em vage gant kig-tud a-wechoù. Juvenal a zerevell e oa, e bro an Egipted, ar bobl ken fur, ken brudet he lezennoù, ken deol pa azeule krokodiled hag ognon, Tintirited a zebras un enebour dezho a oa kouezhet etre o daouarn; nesav ket ar gontadenn diwar glevout, graet e voe an torfed hogozik dirak e zaoulagad; en Egipt e oa da-neuze, ha nepell diouzh Tintir. Menegiñ a ra, war un dro, ar Waskoned ha Sagonted a en em vagas gwechall gant kig o c'henvroiz.
;Babel
 
 
===Babel===
*Pennad embannet e 1767.
 
Ar fouge zo bet savet dezhañ ar brasañ monumantoù. Dre fouge eo e voe savet tour Babel.
;Brezel
 
===Brezel===
...
Un arz kaer a'r c'haerañ a dra sur an hini a a wast ar maezioù, a zistruj an tier hag a lak a da vervel, bep bloaz, daou-ugent mil den diwar gant mil.
;Lorc'h
...
 
===Lorc'h===
Didro e lavar Cicero, e-barzh unan eus e lizheroù: Diskleriit din da biv e fell deoc’h e rankfen reiñ Galia“. E-barzh unan all e lavar bezañ aet skuizh gant lizheroù n’ouzon ket pe briñsed en trugarekae dre m’en devoa graet rouantelezhioù eus o froviñsoù, hag eñ lavarout ouzhpenn ne ouie ket e pelec’h, zo kaeroc’h, edo ar rouantelezhioù-se.
Cicero, hag en devoa gwelet alies ar bobl roman, ar bobl roue-se, o strakal an daouarn dezhañ hag o sentiñ outañ, hag a veze trugarekaet gant rouaned ha n’anaveze ket, a zo bet savet barradoù lorc’hentez ha fougaserezh dezhañ marteze.
Petra bennak ma ne zere ket ar santimant-se ouzh ul loen ken munut hag un den, e c’hallfed koulskoude en pardoniñ gant Cicero, Caesar, pe Scipio; met gwelout, e penn pellañ unan eus hon froviñsoù hanter varbar, un den hag en devije prenet ur garg vihan, ha lakaet moulañ gwerzennoù fall a-walc’h, o sevel lorc’h ennañ, sede aze peadra da c’hoarzhin e-pad ur pennad mat.
</div>-->
 
==Liammoù diavaez==
<!--;Arroudoù-->
*{{fr}} [https://fr.wikisource.org/wiki/%C5%92uvres_compl%C3%A8tes_de_Voltaire ''Œuvres complètes'']
<!--;Diasur
*{{fr}} [http://bookine.net/voltaire-bio.htm ''Bookine'']-->
==Notennoù==
{{Daveoù}}
[[Rummad:Skrivagnerien]]
[[Rummad:Prederourien]]