Voltaire : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez: François-Marie Arouet, brudet evel Voltaire (1694-1778), zo ur skivagner ha prederour gallek . ==''Dictionnaire philosophique''== ===Antropofaged=== Eus ar garantez hon eus graet kao...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 10:
 
Ar fouge zo bet savet dezhañ ar brasañ monumantoù. Dre fouge eo e voe savet tour Babel.
 
===Lorc'h===
Didro e lavar Cicero, e-barzh unan eus e lizheroù: Diskleriit din da biv e fell deoc’h e rankfen reiñ Galia“. E-barzh unan all e lavar bezañ aet skuizh gant lizheroù n’ouzon ket pe briñsed en trugarekae dre m’en devoa graet rouantelezhioù eus o froviñsoù, hag eñ lavarout ouzhpenn ne ouie ket e pelec’h, zo kaeroc’h, edo ar rouantelezhioù-se.
Cicero, hag en devoa gwelet alies ar bobl roman, ar bobl roue-se, o strakal an daouarn dezhañ hag o sentiñ outañ, hag a veze trugarekaet gant rouaned ha n’anaveze ket, a zo bet savet barradoù lorc’hentez ha fougaserezh dezhañ marteze.
Petra bennak ma ne zere ket ar santimant-se ouzh ul loen ken munut hag un den, e c’hallfed koulskoude en pardoniñ gant Cicero, Caesar, pe Scipio; met gwelout, e penn pellañ unan eus hon froviñsoù hanter varbar, un den hag en devije prenet ur garg vihan, ha lakaet moulañ gwerzennoù fall a-walc’h, o sevel lorc’h ennañ, sede aze peadra da c’hoarzhin e-pad ur pennad mat.