Arroudoù disin
Den ne oar piv a lavaras pe a skrivas an arroudoù-mañ.
Aferioù
kemmañ- Ur c'honter zo un den hag a zo bet tutet evit displegañ deoc'h n'hoc'h eus ket gounezet an arc'hant hoc'h eus gounezet.
- An accountant is a man hired to explain that you didn't make the money you did.
- Meneget e Green, Jonathon. Dictionary of Cynical Quotations. London : Cassell, 1994 (ISBN 978-0-304-34313-3)
- Ur feurjedour zo un den hag a guitaas ar gontouriezh abalamour ma ne c'helle ket talañ ouzh ar birvilh.
- An actuary is someone who moved out of accountancy because he couldn't stand the excitement.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- N'eo ar goubrenerezh nemet aferioù diskorpul.
- Corruption is simply business without scruples.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Aktoured hag akouretezed
kemmañ- Ar faned zo tud hag a ro da c'houzout d'un aktour n'emañ ket e-unan o soñjal ar pezh a soñj diwar e benn.
- Fans are people who let an actor know he's not alone in the way he feels about himself.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- Komedianeta : divizout pe hini a-douez an div zremm a skuizh an nebeutañ an arvesterien.
- Casting: deciding which of two faces the public is least tired of.
- Meneget e Halliwell, Leslie. Halliwell's Filmgoers Companion. New York : HarperCollins, 1993 (ISBN 978-0-06-273239-2)
- Ur steredennig zo forzh pe vaouez yaouankoc'h eget tregont vloaz ha n'emañ ket implijet a-zevri en ur fouzhlec'h.
- A starlet is any woman under thirty not actively employed in a brothel.
- Meneget e Halliwell's Filmgoers Companion.
Aliañ
kemmañ- An arbennigour : un den boutin, pell diouzh ar gêr, o reiñ alioù.
- The expert: an ordinary man, away from home, giving advice.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Arc'hant
kemmañ- An armerzhourien zo tud hag a labour gant niveroù hep kaout ar bersonelezh rekis evit bezañ konterien.
- Economists are people who work with numbers but don't have the personality to be accountants.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Arz
kemmañ- Aes eo kompren en arz arnevez : ul livadur eo mard emañ a-istribilh ouzh ar voger, un delwenn eo mar gallit bale en-dro dezhañ.
- It's easy to understand modern art: if it hangs on the wall it's a painting, if you can walk around it's a sculpture.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- An arz arnevez zo pa brenit un daolenn da guzhat un toull er voger ha pa zivizit goude-se ez eo kalz bravoc'h an toull.
- Modern art is when you buy a picture to cover a hole in the wall and then decide that the hole looks much better.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Barzhoniezh
kemmañ- Barzhoniezh a reer eus an traoù el levrioù ha na dizhont ket ar marzoù.
- Poetry is the stuff in books that doesn't quite reach the margins.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Bruderezh
kemmañ
Pa glemm ha pa huanad an arval, |
When the client moans and sighs, |
|
Berzh
kemmañ- Neb ha n'en deus nemet e zellid da beadra zo war an hent mat evit mervel gant an naon.
- He that has nothing but merit to support him is in a fair way to starve.
- Meneget e Characters and Observations, un dornskrid disin eus an XIXvet kantved bet embannet e 1930.
Bugale
kemmañ- Krennoad : ur bazenn etre bugeliezh hag avoultriezh.
- Adolescence: a stage betwenn infancy and adultery.
- Meneget e Mencken, H. L.. Mencken's Dictionary of Quotations. New York : HarperCollins, 1982 (ISBN 978-0-00-434569-7)
Buhez
kemmañ- Bevañ mat eo an dial gwellañ.
- Living well is the best revenge.
- 1925, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- Dav e ve deoc'h klask arnodiñ pep tra ur wech — war-bouez ar gwadorged hag an dansoù folklorel.
- You should make a point of trying every experience once — except incest and folk-dancing.
- Ur Skosad dizanv, meneget e Bax, Arnold (1943). Farewell, My Youth. Santa Barbara : Greenwood Press, 1970 (ISBN 978-0-8371-3246-4)
- Mar gallit derc'hel ho penn p'emañ an holl dud tro-dro deoc'h o koll o re, marteze hoc'h eus komprenet a-dreuz e stad an traoù.
- If you can keep your head when all about yo are losing theirs, perhaps you have misunderstood the situation.
- Graffito, meneget e Dictionary of Cynical Quotations
- Ur c'hleñved hêrezhel eo ar vuhez.
- Life is an hereditary disease.
- Graffito, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Darempredoù
kemmañ- Un dremm livet a laka diskred er pried ha goanag er galant.
- A painted face fills the husband with suspicion and the gallant with hope.
- Krennlavar svedat, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Deskadurezh
kemmañ- Stlepel perlez faos e-tal moc'h gwirion eo an deskadurezh klasel e skolioù foran Bro-Saoz.
- Classical education in the Emglish public schools consists of casting sham pearls in front of real swine.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- Ur c'helenner zo un den eo e vicher lavaret d'ar studierion penaos diskoulmañ ar c'hudennoù er vuhez en deus-eñ klasket diarbenn dre vont da gelenner.
- A professor is a man whose job is to tell students how to solve the problems of life which he himself has tried to avoid by becoming a professor.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Dilennadegoù
kemmañ- Mar befe kemmet tra pe dra gant an dilennadegoù e vefent lakaet da eneplezenn.
- If voting changed anything, they'd make it illegal.
- Graffito, London, 1979, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Doue
kemmañ- Bev eo Doue, ne fell ket dezhañ emellout, traken.
- God is alive, he just doesn't want to get involved.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- Doue n'eo ket marv. Bev eo hag emañ o labourat war ur raktres kalz uveloc'h.
- God is not dead. He is alive and working on a much less ambitious project.
- Graffito e 1975, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- Mar bevfe Doue war an douar, tud a dorrfe e brenestroù.
- If God lived on earth, people would break his windows.
- Krennlavar yidek, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Emgarantez
kemmañ- Pezh a gont n'eo ket hepken e c'hounezfen-me, e kollfec'h-c'hwi eo.
- What matters isn't just that I should win, it's that you should lose.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Feiz
kemmañ- Ar feiz eo ar perzh-se hag hol laka da grediñ er pezh e ouzomp a zo diwir.
- Faith is that quality which enables us to believe what we know to be untrue.
- Meneget e Ferguson, J.. Definitive Quotations. San Diego, Ca. : Verbatim, 1981 (ISBN 978-0-930454-09-8)
Glan er-maez, un den peurleal hag ur sant |
Pure in show, an upright holy man, |
- A Song of the Puritan, e-tro 1605.
Gwazed
kemmañ- Heñvel an eil re ouzh ar re all eo ar wazed, met disheñvel eo o dremmoù evit ma c'hellfed diforc'hañ an eil diouzh egile.
- All husbands are alike, but they have different faces so you can tell them apart..
- Meneget e Adams, A. K.. Cassell Books of Humorous Quotations. London : Cassell, 1970 (ISBN 978-0-304-93486-7)
- Pauned eo ar baotred yaouank, leoned eo ar baotred dimezet, hag azened eo ar baotret euredet.
- The bachelor is a peacock, the engaged man a lion, and the married man a jackass.
- Krennlavar alamanek, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- N'eo ur gwaz nemet un amourouz gant ur barv daou zevezh, hep adc'houzougenn hag ur gwall sifern en e benn.
- A husband is simply a lover with two day's gwrowth of beard, his collar off and a bad cold in the head.
- Meneget e Cassell Books of Humorous Quotations.
Gwirionez
kemmañ- Ar wirionez a sklêrijenn — met an arc'hant a domm.
- Truth lights — but money warms.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Gwregelouriezh
kemmañ- Mar tapit ur gwaz, stlapit-eñ en-dro.
- If you catch a man, throw him back.
- Lugan ar Women's Liberation Movement e-tro 1975, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- Ur vaouez he deus d'ober gant ur gwaz evel m'en deus ur pesk d'ober gant ur marc'h-houarn.
- A woman needs a man like a fish needs a bicycle.
- Lugan gwregelour e 1970, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Hollywood
kemmañ- En Hollywood, ur brientin zo forzh pe zen hag a c'hall linennañ e lignez betek e dad.
- A Hollywood aristocrat is anyone who can trace his ancestry back to his father.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- En un eured en Hollywood e ra ar c'houblad ar gouestl da chom feal an eil d'egile betek ma vo echu ar sizhun briedelezh.
- A Hollywood marriage is one in which the couple vow to be faihful to each other until after the honeymoon.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- Hollywood : al lec'h ma'z plac'hed da glask gwazed ha ma'z a gwazed da glask plac'hed.
- Hollywood:the place where girls go to look for husbands and husbands go to look for girls.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- Hollywood a bren un istor mat diwar-benn ur plac'h fall ha e dreiñ a ra d'un istor fall diwar-benn ur plac'h vat.
- Hollywood buys a good story about a bad girl and changes it to a bad story about a good girl.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Istor
kemmañ- Ra vevi en un amzer zedennus.
- May you live in interesting times.
- Mallozh sinaat, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Justis
kemmañ
Al lezenn a gastiz ar gwaz pe ar vaouez |
The law doth punish man or woman |
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- Bezit frank ha didro gant ho alvokad... e vicher eo luziañ ar gudenn diwezhatoc'h.
- Be frank and explicit with your lawer... it is his business to confuse the issue afterwards.
- Meneget e Solly, J. Raymond. A Cynic's Breviary. London : John Lane, 1925
- Ur barner zo un alvokad hag en deus anavezet ur politiker ur wech.
- A judge is a lawyer who once knew a politician.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- Ur milioner spontet eo an arval gwellañ.
- The best client is a scared millionaire.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Karantez
kemmañ- Arabat eo karout al loened, ne badont ket pell a-walc'h. Arabat eo karout an dud, re bell e padont.
- You must not love animals, they don't last long enough. You must not love humans, they last too long.
- Meneget e A Cynic's Breviary.
Karitez
kemmañ- Arallgarantez : an arz da ober traoù diemgar evit abegoù emgar.
- Altruism: the art of doing unselfish things for selfish reasons.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Kazetennerezh
kemmañ- Holl gement a vez graet gant bleinskriverien ar c'hazetennoù eo diskenn a-ziwar ar runioù goude echuet ar gad ha baioneteziñ ar c'hloazidi.
- All newspaper editorial writers ever do is come down from the hills after the battle is over and bayonet the wounded.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- Ur c'heloù zo un dra bennak na fell ket d'un den bennak en ul lec'h bennak e vefe moullet ganeoc'h — bruderezh eo ar peurrest.
- News is something someone, somewhere doesn't want you to print — the rest is advertising.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Kened
kemmañ- Gwell e vez d'ar plac'h etre kaout kened kentoc'h eget speredegezh rak gouzout a oar e c'hall ar paotr etre gwelet kalz gwelloc'h eget ma c'hall soñjal.
- The average girl would rather have beauty than brains because she knows the average man can see much better than he can think.
- Meneget e The Ladies Home Journal, 1947.
Kloer
kemmañ- Ur beleg zo un den a vez graet Tad anezhañ gant an holl war-bouez e vugale dezhañ, a zo rediet da ober Eontr anezhañ.
- A priest is a man who is called Father by everyone except his own children, who are obliged to call him Uncle.
- Lavared italian, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Kontrollerezh
kemmañ- Ne lavarfen ket tra pe dra d'ar bobl betek ma vo echuet ar brezel, ha goude-se e lavarfen dezhi piv zo bet trec'h.
- I wouldn't tell the people anything until the war is over, and then I'd tell them who won.
- Ur c'hontroller stadunanat en U.S. Army, a-zivout an doare peurreizh da arverañ ar media er brezel, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- An hudurniezh zo kement tra a laka ur barner da sonnañ.
- Obscenity is whatever gives a judge an erection.
- Un alvokad stadunanat, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Kozhni
kemmañ- Ar gozhni ha n'eo ket ar furnezh eo a vez diskouezet gant ar blev gris.
- Grey hair is a sign of age, not of wisdom.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Maouezed
kemmañ- Bez' ez eus ur vaouez hag a zo bet tonket dimp gant ar blanedenn. Saveteet omp mar c'hwitomp warni.
- There is one woman whom fate has destined for each of us. If we miss her we are saved.
- Meneget e The New York Times, 1948.
- Na zamgredit ez eo pep maouez he daoulagad trist unan hag he deus karet ha kollet — marteze he deus e dapet.
- Don't assume that every sad-eyed woman has loved and lost — she may have got him.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- Nepred ne ra ar maouezed dave d'o oad betek ma ve furoc'h e zianavezout.
- Women never refer to their age until it would be wiser to ignore it.
- Meneget e Fuller, Edmund. Thesaurus of Epigrams. New York : Crown Publishing, 1943 (ISBN 978-1-112-69284-0)
Marv
kemmañ- Respont ar vuhez d'ar goulenn
Perak ?
eo ar marv. - Death is life's answer to the question 'Why?'.
- Graffito, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Media
kemmañ- Ar skinwel — an dilufr o ren an dilufr.
- Television — the bland leading the bland.
- Meneget e Halliwell, Leslie. The Filmgoer's Book of Quotes. New York : HarperCollins, 1979 (ISBN 978-0-583-12889-6)
Mezegiezh
kemmañ- N'eus tamm dudi ebet el louzeier, met kalz louzeier zo en dudi.
- There's no fun in medicine, but there's a lot of medicine in fun.
- Meneget e Cowan, Lore & Maurice. The Wit of Medicine. London : Leslie Frewin, 1972 (ISBN 978-0-85632-010-1)
- Ur viruz zo ur ger latin troet gant doktored evit talvezout kement ha
Ken mat ha ma hini eo ho martezeadenn
. - A virus is a Latin word translated by doctors to mean 'Your guess is as good as mine'.
- Meneget e Cowan, Lore & Maurice. The Wit of Medicine. London : Leslie Frewin, 1972 (ISBN 978-0-85632-010-1)
Milourien
kemmañ- Gwad ar soudard eo a ra ar jeneral meur.
- It is the blood of the soldier that makes the general great.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- Ni eo ar re ardavek, renet gant ar re ziampart, oc'h ober ar pezh a zo didalvoud evit ar re zianaoudek.
- We are the unwilling, led by the unqualified, doing the unnecessary for the ungrateful.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Prederouriezh
kemmañ- An diforc'h nemetañ a zo etre ar graffiti hag ar brederouriezh eo ar ger
fouzhañ
. - The only difference between graffiti and philosophy is the word 'fuck'.
- Graffito, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Priedelezh
kemmañ- Ar briedelezh eo an droug nemetañ e ped ar wazed evit e gaout.
- Marriage is the only evil that men pray for.
- Krennlavar gresian, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- Ar briedelezh eo ar priz paeet gant ar wazed evit fouzhañ, ha fouzhañ eo ar priz paeet gant ar maouezed evit ar briedelezh.
- Marriage is the price men pay for sex, ha sex is the price women pay for marriage.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- Ar briedelezh zo ur romant karantez ma varv an haroz er pennad kentañ.
- Marriage is a romance in which the hero dies in the first chapter.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- Ar sizhun briedelezh eo ar mare ma fizi c'hoazh ar wreg e ger a enor ar gwaz.
- The honeymoon is the period when the bride still trusts the groom's word of honour.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- Goude ho eured, kaezhig, traoù displijus zo tonket da c'hoarvezout, met na daolit ket pled. Nepred ne'm eus graet.
- After your marriage, my dear, unpleasant things are bound to happen, but take no notice. I never did.
- Ur brientin dizanv, kuzul d'e verc'h, meneget e Perkin, Joan. Victorian Women. New York : New York University Press, 1995 (ISBN 978-0-8147-6625-5)
- Kaout ur gwaz re eo an daouozhac'hiezh. Heñvel eo an unpriedelezh
- Bigamy is having one husband too many.Monogamy is the same.
- Ur vaouez dizanv, meneget evel enskrid e Jong, Erica. Fear of Flying. New York : Vintage Books, 1994 (ISBN 978-0-7493-9605-3)
- Neb a zimez evit an arc'hant o gounez.
- The man who marries for money earns it.
- Krennlavar yuzev, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- Ur wreg zo ur vaouez hag a chom e-kichen ur gwaz e kement trubuilh n'en defe ket mar ne vefe ket bet dimezet ganti.
- A wife is one who stands by a man in all the troubles he wouldn't have if he hadn't married her.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Sevenadur
kemmañ- Sevenadur a-yoc'h : an eil ger o tislavarout egile.
- Mass culture: a contradiction in terms.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Skridvarnourien
kemmañ- Ar veulkeed o vurutellañ ar furien eo ar skridvarnourien.
- Critics are the stupid who discuss the wise.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- Ur skridvarnour zo un den hag a skriv a-zivout traoù na blijont ket dezhañ.
- A critic is a man who writes about things he doesn't like.
- Meneget e Mencken's Dictionary of Quotations.
Sodien
kemmañ- Neb a vreuta e gaoz dezhañ en deus ur sod da arval.
- He who pleads his own cause has a fool for a client.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Sonerezh
kemmañ- Ar pop music eo an doare sonerezh a vez sonet ker buan ma ne c'heller ket kavout digant pe sonaozour klasel ez eo bet laeret.
- Pop music is the kind played so fast that you can't work out which classical composer it was pinched from.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
- Un denjentil gwirion eo neb a oar seniñ ar binioù — met na ra ket.
- A true gentleman is one who knows how to play the bagpipes — but doesn't.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Vertuz
kemmañ- Ar vertuz, a-douez termenadurioù all, a c'hall bezañ termenet evel-mañ : un ober enep ar youl.
- Virtue, among other definitions, may thus be defined: an action against the will.
- Meneget e Characters and Observations.
- Mar ne c'hallit ket bezañ mat, bezit evezhiek.
- If you can't be good, be careful.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Yaouankizoù
kemmañ- Kendalc'hit gwalldechoù en ho yaouankiz, ha ne viot ket dilezet ganto en ho kozhni.
- Cultivate vices when you are young, and when you are old they will not forsake you.
- Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Yezhoù
kemmañ- An hanter eus al labour eo un termenadurezh mat.
- A good terminology is half the game.
- Meneget e Koestler, Arthur. Bricks to Babel. New York : Random House, 1983 (ISBN 978-0-394-51897-8)