Voltaire

skrivagner gallek

François-Marie Arouet (1694-1778), brudet evel Voltaire, a oa ur skivagner ha prederour gallek.

Voltaire, circa 1736

Arroudoù kemmañ

Antropofaged
  • Eus ar garantez hon eus graet kaoz. Kalet eo tremen eus tud a bok d'ar re all da dud a zebr ar re all. Re wir eo ez eus bet debrerien-tud; kavet ez eus bet lod en Amerika; marteze ez eus lod all c'hoazh, hag ar gigloped ne oant ket ar re nemeto en henamzer a en em vage gant kig-tud a-wechoù. Juvenal a zerevell e oa, e bro an Egipted, ar bobl ken fur, ken brudet he lezennoù, ken deol pa azeule krokodiled hag ognon, Tintirited a zebras un enebour dezho a oa kouezhet etre o daouarn; nesav ket ar gontadenn diwar glevout, graet e voe an torfed hogozik dirak e zaoulagad; en Egipt e oa da-neuze, ha nepell diouzh Tintir. Menegiñ a ra, war un dro, ar Waskoned ha Sagonted a en em vagas gwechall gant kig o c'henvroiz.
Anterinouriezh
  • Ar pezh eo an trelat d'an derzhienn, ar gounnar d'ar vrouez eo an anterinouriezh d'ar vrizhkredenn. — Dictionnaire philosophique (1764)
  • Bosenn an eneoù eo an anterinouriezh. — Dictionnaire philosophique (1764)
Baradoz
  • El lec'h m'emaon emañ ar baradoz war an Douar. — Satires, le Mondain (1736)
Breinadur
  • Ur skouer fall hepken, ur wech roet, zo gouest da breinañ ur vroad hepken en he fezh, hag ar boaz a dro da vac'homerezh. — Dictionnaire philosophique (1764)
Brezel
  • guerre : ar pezh a zo boemus en embregadenn ifern-se eo e laka pep penn muntrerien bennigañ e vannieloù en ur aspediñ Doue solenn kent mont da ziouennañ e hentez. — Dictionnaire philosophique (1764)
Brizhkredennoù
  • Ar brizhkredennoù a laka ar bed a-bezh er flammennoù ; gant ar brederouriezh e vezont mouget. — Dictionnaire philosophique (1764)
Emdroadur
  • Brav-tre eo kement-se, met diaes eo din krediñ etiskennan eus ar moru. — Les colimaçons du reverend père L'Escarbotier (1769) [1]
Entanoù
  • An avelioù hag a laka koeñv e gouelioù al lestr eo an entanoù : e liñvañ a reont a-wechoù, met hepto ne c'hellfe ket merdeiñ. — Zadig ou la Destinée (1748)
Frankiz eztaoliñ
  • Gwir kement den frank eo ar gwir da lavarout ha da voullañ ar pezh a soñj, ne oufed ket e lemel dioutañ hep bout un tirant eus ar re washañ. — Question sur les miracles (1765)
Gwallgomz
  • Ar gwallgomz, an tech kuzh-se en ene da zrouksoñjal a-zivout an holl dud. — Dictionnaire philosophique (1764)
Hevoud
  • Kement ha mil bloaz en Istor e talvez ur frapad hevoud. — Commentaire historique (1776)
Jedoniezh
  • Seul zoujetoc'h e voe galloud an niveroù en hon touezma ne gomprenemp netra enno. — Dictionnaire philosophique (1764)
Kendoujañs
  • An dizunvan eo gwashañ droug mab-den, hag ar c'hendoujañs eo ar remed. — Dictionnaire philosophique (1764)
  • Un ali divarn eo ar rakvarn. — Dictionnaire philosophique (1764)
Kened
  • Goulennit digant un touseg petra eo ar gened, respont a raio deoc'h ez eo e dousegez. — Dictionnaire philosophique (1764)
Kerent
  • Enor da dad ha da vamm, mar fell dit bevañ pell. — Dictionnaire philosophique (1764)
Komz
  • Fall e komz an den bepred pa n'en devez netra da lavarout. — Commentaires sur Corneille (1764)
Kouer
  • Kavet eo bet, dre bolitikerezh mat, an doare kuzh da lakaat da vervel gant an naon ar re hag a laka, dre c'hounit an douar, ar re all da vevañ. — Le Sottisier (1778) [2]
Kristeniezh
  • Ar gristeniezh eo ar vrizhkredenn fallakrañ o tiotaat an dud hag o wastañ an douar biskoazh. — Lettre à d'Argence (11 Here 1763)
Labour
  • Tri droug a vez kaset pell diouzhimp gant al labour : an hirnez, ar gwalldechoù hag an ezhomm. — Candide ou l'Optimiste (1759))
Levr
  • Un amzer hir-meurbet ha pasianted ur sant zo rekis e vit ober ul levr mat. — Lettre à madame du Deffand (1 Du 1773)
Loened
  • Evel al loened eo an dud : ar re vras a zebr ar re vihan hag ar re vihan o flemm. — Le Sottisier (1778)
Mab-den
  • An dud zo amprevaned o plaouiañ an eil re ar re all warun atomennig fank. — Zadig ou la Destinée (1748)
  • Ra c'hallo an holl dud kounaat ez int holl vreudeur ha c'hoarezed. Prière à Dieu (1763)
Mad
  • Un nebeud mad am eus graet ; ma oberenn wellañ eo. — Epître à Horace (1772)
Madelezh
  • Didalvez eo an den ha na dalv nemet dezhañ e-unan. — Sept discours en vers sur l'Homme (1738)
Mezeien
  • Ur mezeg zo un den hag a skuilh drammoù a anavez nebeut en ur c'horf a anavez nebeutoc'h. — Épigrammes (1738)
Narkizegezh
  • Gant an oad e vez mouget an holl entanoù ; karantez-an-unan nepred ne varv. Épîtres, stances et odes (1769)
Pediñ
  • Pediñ Doue zo fougeal bout gouest da gemmañ an natur dre gomzoù. — Le Sottisier (1778)
Plijadur
  • Ar blijadur eo abeg, dever ha pal an holl voudoù poellek. — Épîtres, stances et odes (1769)
Politikerezh
  • Dizunaniñ a-benn ren ; setu e bolitikerezh. — Don Pèdre, roi de Castille (1774)
Prosez
  • Gwell eo risklañ saveteiñ ur c'habluz eget kondaoniñ un den digablus. — Zadig ou la Destinée (1748)
Québec
  • Gouzout a rit emañ an div vroad-se en ur brezel evit un nebeud keñverioù erc'h kostez Kanada, hag e tispignont kalz evit ar brezel kaer-se kalz muioc'h eget talvoudegezh Kanada en e bezh. — Candide ou l'Optimiste (1759))
Sklaverezh
  • Ar sklav a gont dezho e istor, perak ez eus bet troc'het ur c'har hag un dorn dezhañ gant e vestr, ha lavarout a ra en diwezh : D'ar priz-se e tebrit sukr en Europa. — Candide ou l'Optimiste (1759))
Skritur
  • Livadur ar vouezh eo ar skritur. — Dictionnaire philosophique (1764))
Spered
  • D'ar re a laka ar speredoù en o frankiz dre nerzh ar wirionez, ha neket d'ar re a ra sklaved diouto dre feulster an diotiz hag an diouiziegezh e tleomp doujañ. — Lettres anglaises ou Lettres philosophiques (1734)

Fals-arroud kemmañ

N’on ket a-du gant ar pezh a lavarit, met en em gannañ a rin betek ar marv evit ma c’hellot e lavarout.

Je ne suis pas d'accord avec ce que vous dites, mais je me battrai jusqu'à la mort pour que vous puissiez le dire.

  • Kavet en ur buhezskrid aozet gant Evelyn Beatrice Hall e 1906[3] ; anzavet he deus he fazi e 1939.

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Keñver ebet gant On the Origin of Species Charles Darwin (1809–1882).
  2. Dornskrid bet prenet gant an impalaerezh Yekaterina II Rusia ; biskoazh ne oa bet moullet kent marv ar prederour.
  3. The Life of Voltaire. Smith, Elder & Co., London, 1903. Levrennoù 1 & 2.